Giovanni Muzzioli
Neuz
Giovanni Muzzioli
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Italia |
| Anv e yezh-vamm an den | Giovanni Muzzioli |
| Anv-bihan | Giovanni |
| Anv-familh | Muzzioli |
| Deiziad ganedigezh | 10 C'hwe 1854 |
| Lec'h ganedigezh | Modena |
| Deiziad ar marv | 5 Eos 1894 |
| Lec'h ar marv | Modena |
| Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg |
| Micher | livour |
| Lec'h labour | Firenze |
| Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
| Oberennoù zo en dastumad | National Museum of Visual Arts |
| Luskad | neo-Pompeian |
| Ezel eus | Accademia delle Arti del Disegno |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Giovanni Muzzioli, bet ganet e Modena (Italia) d'an 10 a viz C'hwevrer 1854 ha marvet d'ar 5 a viz Eost 1894 e Modena, a oa ul livour italian.
Kregiñ a reas da studiañ an arzoù-kaer d'an oad a bemzek vloaz, en Akademiezh an Arzoù Kaer gant Antonio Simonazzi hag Asioli.
Chom a reas e Roma e-pad un nebeud bloavezhioù a-raok en em staliañ da vat e Firenze, e-lec'h ma chomas evit ar peurrest eus e vuhez.
Livet en doa etre 1875 ha 1876 un daolenn brudet hag a ziskouez Poppea o tegas penn Claudia Octavia d'an impalaer roman Neron. Claudia a oa kentañ pried Neron ha Poppea e eil pried.
-
Poppea a zegas penn Claudia Octavia da Neron, gant G. Muzzioli (1876)
