Yorgos Seferis
Yorgos Seferis (Γιώργος Σεφέρης) (19vet a viz C'hwevrer 1900 e Smyrna (İzmir, Turkia) - 20 a viz Gwengolo 1971) eo anv-pluenn ar barzh gresian Yorgos Seferiadis.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kelenner gwir e oa e dad er skol-veur, hag unan eus gwellañ troerien barzhonegoù Lord Byron e gresianeg.
Studiañ a reas ar mab en Aten ha goude ez eas da Bariz da genderc'hel e studioù gwir evit ren micher un diplomat. Met gant al lennegezh e oa troet dreist-holl.
Er bloavezhioù 1930 e voe embannet meur a skrid gantañ hag e voe brudet e anv ken e Gres ken e Bro-C'hall. E 1963 e voe roet dezhañ Priz Nobel al lennegezh. Levezonet eo bet Seferis gant Konstantinos Kavafis, T.S Eliot hag Ezra Pound. Skrivañ a rae e varzhoniezh e gresianeg glan, ur yezh e veze komzet gant ar C'hresianed desket. Klask a reas silañ e skiant-prenet e danevelloù an Istor hag ar vitologiezh. Evitañ e oa an Odysseia, pennoberenn Homeros, evel un dremmwel ha ne c'heller ket mont dreistañ ken e vourre o treuzkas anezhi er bed a-vremañ da ziskouez d'an holl ne cheñch ket an den a rummad da rummad.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Strofi («Στροφή») (1931)
- Sterna («Στέρνα») (1932)
- Mythistorima («Μυθιστόρημα») (1935)
- Tetradio Gymnasmaton («Τετράδιο Γυμνασμάτων») (1940)
- Imerologio Katastromatos I («Ημερολόγιο καταστρώματος Α΄») (1940)
- Imerologio Katastromatos II («Ημερολόγιο καταστρώματος Β΄») (1944)
- Kic'hli («Κίχλη») (1947)
- Imerologio Katastromatos III («Ημερολόγιο καταστρώματος Γ΄») (1955)
- Tria Kryfa Poiimata («Τρία κρυφά ποιήματα») (1966)
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Y. Seferis, Mithistorima. Teir barzhoneg kuzh, troet e brezhoneg gant Alan Botrel. Skrid, 1994.