Ger (yezhoniezh)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen ger (saoz.: word) evit komz eus un unanenn yezh ganti ur ster hag enni ur morfem d'an nebeutañ pe meur a vorfem liammet etreze en un doare strizh pe strishoc'h ha ganti un talvoud fonetikel.
Peurliesañ e vez savet ur ger diwar ur wrizienn pe ur c'helf ma c'hell bezañ staget staget oute kengerioù pe get (morfem mann).
Pa vez ouzhpenn ur c'helf en hevelep ger e vez graet "ger kevrennek" anezhañ, ma vez staget an eil kelf ouzh egile a-wezhoù gant ur varrennig-stagañ hervez ar yezhoù.
Diwar meur a c'her, o heuliañ reolennoù kevreadurezh pep yezh hag hervez bep o rummad yezhadur, e oc'heller sevel rannfrazennoù, islavarennoù ha frazennoù klok.
Un termen amsklaer-tre eo an termen "ger" rak daoust ha ma vezont skrivet distag an eil diouzh egile e meur a yezh, en o zouez ar brezhoneg hag holl yezhoù Europa, e meur a yezh all avat e vez skrivet distag an eil diouzh ar re all an holl morfemoù, gerioù pe get anezhe, evel da skouer e sinaeg keit h ma vezont skrivet kenstag an eil re ouzh ar re all e yezhoù all evel da skouer an taieg, keñveriit:
- Skritur distag morfem-ha-morfem
- Sinaeg
- 人 人 生 而 自 由, 在 尊 严 和 权 利 上 一 律 平 等。
- Japaneg
- すべての人間は、生まれながらにして自由であり
- Sinaeg
- Skritur distag ger-ha-ger
- Brezhoneg
- Dieub ha par en o dellezegezh hag o gwirioù eo ganet an holl dud.
- Ruseg
- Все люди рождаются свободными и равными в своем достоинстве и правах.
- Arabeg
- يولد جميع الناس أحراراً متساوين في الكرامة والحقوق.
- Brezhoneg
- Skritur peurstag
- Taieg
- เราทุกคนเกิดมาอย่างอิสระ เราทุกคนมีความคิดและความเข้าใจเป็นของเราเอง เราทุกคนควรได้รับการปฏิบัติในทางเดียวกัน.
- Laoeg
- ມະນຸດທຸກຄົນເກີດມາມີກຽດສັກສີ, ສິດທິ, ເສຣີພາບແລະຄວາມສເມີພາບເທົ່າທຽມກັນ.
- Taieg
Ouzhpenn-se, er yezhoù yezhoù dezrannel eo aes a-walc'h dielfennañ ar morfemoù hag o c'henstrollañ e gerioù, er yezhoù liessintezel evel an inuktitut avat e vez kenstrollet meur a elfenn leksemek en ur ger nemetañ hag kalz diaseoc'h e teu va vezañ gwelet sklaer e pelec'h emañ ar vevenn etre ar gerioù en un doare heñvel ouzh ar "gerioù" implijet gant yezhoù evel ar brezhoneg.
Peurliesañ avat e c'heller implijet ur geriadur evit goût pehini eo stumm diazez ur ger (pe ur c'helf) hervez stumm ar penngerioù implijet gantañ.
- Gwrizienn
- "gwel-"
- Kelfoù
- "gwel-"; "adwel-"...
- Lemmaoù
- "gwelomp"; "adwelomp", "gwelit"; "adwelit"...
Evit dielfennañ e pelec'h emañ resis ar vevenn etre an eil ger hag ar egile e implijer pemp doare disheñvel:
- Ehan
- Peurleisañ e ehaner ouzh ar vevenn etre gerioù kentoc'h evit e-kreiz ar gerioù. Lakaet e c'hell bezañ avat ehanoù etre silabennoù pa distager gerioù liessilabennek.
- Amrannelezh
- Unanennoù eo gerioù ha n'hallont ket bezañ daouhanteret peurliesañ evit stagañ ur c'henger en e greiz.
- Unanennoù emren
- Peurliesañ, hervez Leonard Bloomfield, e c'hell an darn vrasañ eus gerioù ur yezh bezañ implijet hepmuiken, da lâret eo int kevatal da leksemaoù, daosut ha n'eo ket gwir evit gerioù zo evel ar gerioù-mell
- Bevennoù fontikel
- Gant yezhoù 'zo e vez lakaat da dalvezout reolennoù resis o tennañ d'an doare ma rank bezañ distaget ar gerioù hag a c'hell reiñ titour diwar-benn deroù pe diwezh ar gerioù hag ar bevennnoù kentereze, da skouer yezhoù ma kouezh taol-mouezh atav war silabenn gentañ atav.
- Unanennoù semantikel
- Peurliesañ en em dalc'h ar gerioù evel unanennoù semantikel, daoust ha ma'z eus meur a c'her gante nebeud-tre a danvez semantikel ha ne dalvezont nemet evel elfennoù kevreadurezhel.