Gavr (loen)
Ur pennad gavr zo ivez.
| |||
---|---|---|---|
(Capra)
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Artiodactyla | ||
Isurzhad : | Ruminantia | ||
Kerentiad : | Bovidae | ||
Iskerentiad : | Caprinae | ||
Genad : | Capra | ||
Anv skiantel | |||
Capra aegagrus hircus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'havr (Capra aegargus hircus pe Capra hircus) zo ur bronneg, ur geotdebrer hag un daskirier, renket e kerentiad an ejeneged hag en iskerentiad Caprinae.
Doñvaet eo bet al loen-se abaoe an VIIIvet milved kt JK d'an nebeutañ evit pourchas e gig, e groc'hen, e blev hag alies-tre evit e laezh. Meur a anv rannyezhel a ya d'envel ar c'havr : bida ha bidiez.
Ul loen bihan a-walc'h eo, gwareget e gerniel ha mibin-tre, graet evit lammat. Kavet e vez e kazi an holl rannoù eus ar bed, er menezioù aliezik a-walc'h. Ober a reer bouc'hed eus ar pared ha menned eus ar re vihan. A-wechoù e vez kavet givri gouez, met doñvaet e vezont peurvuiañ. Givri bihan o ment a vez kemeret da loened ti a-wechoù.
Meneg anezho zo er Bibl. Da skouer, pa laka Rebekka daou venn-gavr da vezañ fardet evel ur meuz eus ar gwellañ evit ma roje Izaak e vennozh d'o mab Jakob (da laret eo asantiñ desevel anezhañ goude ma'z eo bastard ar bugel) (Gn : 27: 9).
Eus anv kêr-benn Turkia, Ankara, e teu hini ar givri angora a vez maget evit o blev hir-kenañ ha ganto e vez produet ar mohair. Gant givri eus Kachmir e vez produet ur seurt gloan d'ober stamm anvet Kachmir.
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gevr ha givri eo liesteroù ar ger gavr.
- Bouch (ur vouch, bouchoù), a vez graet eus ar c'havr ivez.
- Gevrigoù-an-hañv (gavrig-an-hañv en unander) zo laboused.
- Gevr-mor (gavr-mor) zo un anv all
- a vez graet eus ar chevr, pe chifretez
- ur grilh-traezh.
- ul labous, hervez Jules Gros
- Gevr-menez zo ur ouenn givri-gouez hag a gaver er menezioù.
- Gavrvoued zo un anv all roet d'ar gwezvoud.
Ar givri e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv zo eus givri emeur a ganaouenn-bobl, diwar-benn prosezioù ma veze barnet al loened-se, lakaet alies da vezañ furoc'h eget ar varnerien.
- Ma c’havrig a oa fin Reas ur bromm d’ar barner, Sonioù Breizh Izel, levrenn 1, pajenn 40, Fañch an Uhel.
Lavaroù ha krennlavaroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv eus givri zo e meur a dro-lavar hag e meur a grennlavar:
- Evel ma'z omp ez omp, da lavaras gavr ar Bonïeg.
- Bezo du, bezo gwenn, Pep gavr a gar he menn.
- E-lec'h ma vez staget ar c'havr e rank peuriñ.
Gerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Paotr ar givri, a vez laret eus ar mesaer-givri, pe an hini a ra war o zro.
- Ur gavrgen zo ur c'hroc'hen-gavr.