Gaucho
Neuz
Gaucho (e spagnoleg), pe Gaúcho (e portugaleg), a zo un anv a vez graet
- eus ur paotr-saout (pe cowboy) er pampa en Arc'hantina, hag ivez e Rio Grande do Sul e Brazil, en Uruguay ha Paraguay, diwaller saout war varc'h;
- dre astenn-ster, e portugaleg Brazil, eus un den ganet e stad Rio Grande do Sul;
- ul lesanv eo a zo bet roet da veur a velldroader e Brazil pa oant genidik eus Rio Grande do Sul.
Louzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gaucho, anv ur varc'hadourezh, ul louzoù da ziouennañ amprevaned, brudet da lazhañ gwenan a viliadoù, ennañ imidakloprid.