Mont d’an endalc’had

Galaxie 500

Eus Wikipedia
Galaxie 500
strollad sonerien
Deiziad krouiñ1987 Kemmañ
AnvGalaxie 500 Kemmañ
Deroù ar prantad labour1987 Kemmañ
PladennrolladurGalaxie 500 discography Kemmañ
Lec'h diazezCambridge Kemmañ
Tachennalternative rock Kemmañ
Label sonerezhRough Trade Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Dezverket drestrollad rock Kemmañ

Galaxie 500 a oa ur strollad slowcoredream pop amerikan savet e 1986 ha divodet e 1991 goude bet embannet teir fladenn.[1]

Ar gitarour Dean Wareham, an tabouliner Damon Krukowski hag ar sonerez gitar boud Naomi Yang a gejas e Dalton School e New York City, met a-fet sonerezh e krogjont da seniñ asambles pa oant e skol-veur Harvard.[1][2],[3] Wareham ha Krukowski a sone en ur strollad anvet Speedy and the Castanets, met ar soner gitar boud a oa aet kuit. Yang a grogas neuze da seniñ ganto, ha kemmet e voe anv ar strollad evit dont da vezañ Galaxie 500, diwar anv karr ur mignon dezho (Ford Galaxie 500, ur c’harr eus ar bloavezhioù 1960).[1]

Sonadegoù kentañ ar strollad a voe e Boston hag e New York, hag un demo a enrolljont hag a gasjont da Mark Kramer, hag eñ e penn an ti-embann 'Shimmy Disc'. Asantiñ a reas produiñ o fladenn.[1] Gantañ ec’h enrolljont neuze o single anvet "Tugboat" single hag "Oblivious" fleksi-disc. O albom kentañ, and moved on to record Today e ditl, a enrolljont da heul. Embannet e voe gant Aurora .[2] E 1989 e voent degemeret gant Rough Trade, hag e lakajont embann o eil pladenn, On Fire e ditl, gwelet evel sonerezh "lo-fi gant levezon Jonathan Richman ha hini The Velvet Underground",[2] ha gwelet eo evel o fladenn wellañ.[1] On Fire a voe degemeret mat-tre er Rouantelezh-Unanet (7vet plas en UK Indie Chart), met ne voe ket degemeret ken mat er Stadoù-Unanet : rebechoù evit a sell ouzh mouezh Wareham a voe.[4],[5]

Galaxie 500 a enrollas div Beel Session, an div a c’haller klevout war an albom anvet Peel Sessions. O doare da seniñ "Don't Let Our Youth Go To Waste" (ton bet krouet gant Jonathan Richman) a voe votet niverenn 41 e-pad Festive 50 e 1989[6]. Divodet e voe ar strollad e 1991 goude bezañ bet embannet e drede albom anvet This Is Our Music, Wareham quitting the band after a lengthy American tour.[2][3] Pladennoù Galaxie 500 a voe embannet er Rouanteelezh-Unanet hag er Stadoù-Unanet gant an ti-embann dizalc’h Rough Trade. Pa reas freuz-stal e voe prenet an enrolladennoù orin gant Krukowski ha Yang, hag int a lakaas adembann o fladennoù gant Rykodisc e 1997.

Doare da seniñ ha levezon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonerezh Galaxie 500 a zo eeun da vat, ha n’eo ket o barregezhioù evel sonerien a gont, met kentoc’h an aergelc’h, a-drugarez da zoare produiñ Kramer. A-fet levezon e c’haller menegiñ The Velvet Underground ha Jonathan Richman.[2][4] In interviews on the Galaxie 500 DVD Don't Let Our Youth Go to Waste, Wareham a lavar eo bet levezonet ivez gant Spacemen 3.

Goude Galaxie 500

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wareham a grogas da broduiñ pladennoù, labourat a reas gant Mercury Rev. Ur bladenn single, "Anesthesia" he zitl, a lakaas embann e miz C’hwevrer 1992, ha sevel a reas ur strollad nevez anvet Luna. Krukowski ha Yang a gendalc’has da enrollañ pladennoù dindan an anv Pierre Etoile da gentañ, ha Damon and Naomi da c’houde. Seniñ a reont ivez er strollad anvet Magic Hour.[2]

Levezon war arzourien all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur bern strolladoù indie a zo bet levezonet gant Galaxie 500, en o zouez ar strollad Low.[4] E-barzh "Stratford-on-Guy" kanet gant Liz Phair e klever, "And I was pretending that I was in a Galaxie 500 video." E-barzh "Dr. Troll" gant Xiu Xiu, e klever "Listen to On Fire and pretend someone could love you." Ar strollad anvet The Submarines en deus sonet "Tugboat" e-kerzh un iTunes Live Session EP. Pladenn The Brian Jonestown Massacre anvet And This Is Our Music a zo un doare da enoriñ Galaxie 500.[4] Hervez Thurston Moore ez eo Today pladenn c'hitar gwellañ 1988[7].

Tonioù bet krouet gant tud all ha sonet ganto

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sed aez ar c’hanaouennoù bet krouet gant tud all ha bet sonet en-dro gant Galaxie 500 :

Pladennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dastumadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Galaxie 500 (box set) (1996) Rykodisc
  • The Portable Galaxie 500 (best-of, (1998) Rykodisc

Pladennoù Single

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • "Tugboat"/"King of Spain" (1988) Aurora
  • "Oblivious" flexi-disc included with the Chemical Imbalance magazine
  • "Blue Thunder"/"Hail" (split w/ Straightjacket Fits) (1989)
  • "Blue Thunder EP" (1990) Rough Trade
  • "Rain"/"Don't Let Our Youth Go to Waste" (1990) Caff Records
  • "Fourth of July"/"Here She Comes Now" (1990) Rough Trade
  • "Snowstorm" (live)/"Pictures" (live) (2004)
  • "Tugboat" (1988)
  • "Blue Thunder" (1989)
  • "When Will You Come Home" (1989)
  • "Fourth of July" (1990)
  • Don't Let Our Youth Go to Waste (2004)
  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 Ankeny, Jason. Galaxie 500 Biography. allmusic.com. Macrovision Corporation.
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 ha2,5 Strong, Martin C. (1999). The Great Alternative & Indie Discography. Canongate. ISBN 0-86241-913-1. 
  3. 3,0 ha3,1 Larkin, Colin (1992). The Guinness Who's Who of Indie and New Wave Music. Guinness Publishing. ISBN 0-85112-579-4. 
  4. 4,0 4,1 4,2 ha4,3 Buckley, Peter (2003). The Rough Guide to Rock. Rough Guides. 408-409 p. ISBN 1843531054. 
  5. Lazell, Barry (1997). Indie Hits 1980-1999. Cherry Red Books. ISBN 0-9517206-9-4. 
  6. Keeping It Peel : Galaxie 500. Keeping It Peel. BBC.
  7. Bollig, Ben (October 2004). Galaxie 500 "Uncollected" (review). No Ripcord.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • A Head Full of Wishes – Ul lec’hienn glok enni pladennaoueg ar strollad, komzoù ha sonerezh ar c’hanaouennoù, ha listennad ar sonadegoù