Mont d’an endalc’had

Rough Trade

Eus Wikipedia
Rough Trade
label sonerezh
Deiziad krouiñ1978 Kemmañ
AnvRough Trade Kemmañ
PladennrolladurRough Trade catalog Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadGroninger Museum Kemmañ
DiazezerGeoff Travis Kemmañ
BroRouantelezh-Unanet Kemmañ
Sez sokialLondrez Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.roughtraderecords.com Kemmañ
Roll elfennoùlist of Rough Trade artists Kemmañ

Rough Trade Records a zo un ti-embann pladennoù dizalc'h, krouet gant Geoff Travis ha diazezet e Londrez.

Geoff Travis a veaje alies er Stadoù-Unanet, eno e prener pladennoù hag e kase anezho d'ar Rouantelezh-Unanet. Evel-se e krogas gant e stal, anvet Rough Trade Shop, bet krouet gantañ e 1976. An ti-embann ha skignañ pladennoù a grouas e 1978. Distag diouzh ar stal e voe adalek 1982. Mont a reas an embregerezh d'ar strad e 1991, ha krouet eo bet en-dro e 2000. Lod brasañ ar pladennoù skignet pe produet gant Rough Trade a zo enno sonerezh post-punk ha sonerezh dazeilat bet krouet en Europa e dibenn ar bloavezhioù 1970 hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 evel Agitpop, The Raincoats, Young Marble Giants, The Smiths pe c'hoazh Scritti Politti. Geoff Travis a grouas ivez Blanco y Negro Records, en ur genlabourat gant with Warner Bros. Records.

Abaoe m'eo bet krouet Rough Trade en-dro ez eus bet embannet gantañ pladennoù strolladoù evel The Strokes, The Libertines, Babyshambles, pe Belle & Sebastian.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]