Mont d’an endalc’had

The Go-Betweens

Eus Wikipedia
The Go-Betweens e 2005: Robert Forster ha Grant McLennan (a-dreñv)

The Go-Betweens a oa unan eus strollad pop rock indie brudetañ Aostralia. Savet eo bet gant Robert Forster (29 a viz Even 1957) ha Grant McLennan (12 a viz C'hwevrer 1958 - 6 a viz Mae 2006) e Brisbane e 1977. Er strollad eo bet ivez Lindy Morrison (taboulinoù), Robert Vickers (gitar boud), Amanda Brown (bioloñs, hirvombard), John Wilsteed (gitar boud), Glenn Thompson (taboulinoù), hag Adele Pickvance (gitar boud). Berzh en deus graet ar strollad e-touez ar vurutellerien, nebeutoc'h a verzh en doe avat e-touez ar selaouerien. E-touez kanaouennoù brudetañ The Go-Betweens emañ "Cattle and Cane" (1983) (lakaet e-touez an 30 kanaouenn gwellañ bet savet en Aostralia gant Australasian Performing Right Association e 2001) ha "Streets of Your Town" (1988). Divodet e voe ar strollad e 1989 goude m'en defe lakaet c'hwec'h albom da zont er-maez. Er bloavezhioù 1990 e labouras McLennan ha Forster pep hini diouzh e du, ha savet e voe The Go-Betweens en-dro e 2000. Ouzhpenn McLennan ha Forster e teuas sonerien ar strollad amerikan Sleater-Kinney hag asambles e savjont ar bladenn anvet The Friends of Rachel Worth. E (2005 e oa Forster, McLennan, Adele Pickvance (gitar boud) ha Glenn Thompson (taboulinoù)er strollad. E miz Here 2005 e teuas er-maez ar bladenn Oceans Apart (priz ARIA ar bladenn wellañ). D'ar 6 a viz Mae 2006 e varvas Grant McLennan en e di e Brisbane, e-keit ma oa kousket. Robert Forster a gemennas goude-se e oa echu da vat gant ar strollad.

Pladennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennoù single

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • "Lee Remick/Karen" (Able Label, 1978)
  • "People Say/Don't Let Him Come Back" (Able Label, 1979)
  • "I Need Two Heads/Stop before You say It" (Missing Link/Postcard Records, 1980)

Pladennoù klok

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dastumadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]