Gabrielle Wittkop
Gabrielle Wittkop, bet ganet Gabrielle Ménardeau[1] ( 27 a viz Mae 1920 e Naoned – 22 a viz Kerzu 2002 e Frankfurt am Main) a oa ur skrivagnerez c'hall. Skrivet he deus levrioù kriz ha kañvus, hep kemer skiant ar mad e kont. En he skridoù e kaver levezon Markiz Sade, Villiers de L'Isle Adam, Lautréamont ha hini Edgar Allan Poe.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa aloubet Pariz gant an arme nazi e kejas ouzh un dizertour alaman heñvelreizh, Justus Wittkop e anv, hag a oa 20 vloaz koshoc'h eviti. Dimeziñ a rejont e dibenn an Eil Brezel-bed. Hervezi e oa un eured-spered, rak pep hini anezho a oa heñvelreviad[2]. En em staliañ a rejont en Alamagn e Bad Homburg, ha goude-se ez ejont da Frankfurt am Main. Ouzhpenn kenderc'hel da skrivañ e galleg e labouras evit meur a gazetenn alamanek evel Frankfurter Allgemeine Zeitung. Skoret ha broudet e voe gant he gwaz da skrivañ en alamaneg, ha lakaat a reas embann meur a levr en alamaneg (hini ebet anezho a zo bet troet e galleg)[2]. Skrivañ a reas ul levr diwar-benn E. T. A. Hoffmann hag e troas oberennoù skrivet gant Theodor Adorno, Uwe Johnson, Wolfgang Hildesheimer ha Peter Handke. He gwaz en em zistrujas e 1986 : tapet e oa gant kleñved Parkinson. Gabrielle Wittkop a lavaras : « Bountet em eus anezhañ d'hen ober. Sed a gontan e-barzh Hemlock.»[2]. Tapet e oa gant krign-bev ar skevent[1], hag en em lazhañ a reas da 82 vloaz d'an 22 a viz Kerzu 2002. Hervez lod e vije marvet a-raok kas hec'h emlazh da benn.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le Nécrophile, 1972, 2001, ISBN 2843351103
- La Mort de C., 1975, 2001, ISBN 2843350174
- Almanach perpétuel des Harpies, 1995, L'Ether Vague-Patrice Thierry éditeur, adembannet e 2002 : ISBN 978-2904620577
- Sérénissime assassinat, 2001, ISBN 2020530570
- Les Rajahs blancs, 1986, ISBN 2856163726, adembannet e 2009 gant Éditions Verticales : ISBN 9782070125784
- Le Sommeil de la raison, 2003, ISBN 2843351081
- La Marchande d'enfants, 2003, ISBN 2843351111
- Chaque jour est un arbre qui tombe, 2006, ISBN 978-2070776801; adembannet gant Folio e 2007
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Gabrielle Wittkop, Josyane Savigneau, Le Monde, 25 a viz Kerzu 2002
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 Gabrielle Wittkop, sulfureuse et convenable, Josyane Savigneau, Le Monde, 19 a viz Genver 2001