Gabriel Lannuzel
Gabriel Lannuzel, ganet e 1888, zo ur soudard breizhat, skrivet e anv war monumant ar re varv e kumun Milizag, e Bro-Leon, e-kichen Brest hag a vije bet lazhet er brezel-bed kentañ e 1916.
Bloavezh e varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marvet e vije e 1914 hervez enskrivadur ar monumant, e 1916 hervez an testeni sinet gant Georges Clemenceau e 1919, hag embannet un eilskrid anezhañ, warnañ siell dihelloù an arme c'hall hag ar bloavezh 2005, e Le Télégramme ar merc'her 10 a viz Du 2010.
Hervez e fichenn, e Servij dielloù an Arme c'hall, eo bet marvet d’ar 25 a viz Here 1916, e Pargny-lès-Reims (Marne), diwar c'hloazioù brezel[1].
Koulskoude, hervez ar pemdezieg gallek, e vije deuet en-dro da gostez Brest e-pad an eil brezel-bed, ha gantañ lifre an arme alaman. Deuet e vije gant e lifre da gemenn d'an tavarnour Adolphe Pelleau, e brezhoneg, edo ar Gestapo o klask war e lerc'h, ha gallet en dije tec'hel a-raok.
Diskennidi an den-se, koulz ha re an tavarnour, o deus dinac'het an displegadur-se[2]. Hervezo n'en deus ket ranket an tavarnour kuitaat e ostaleri rak ar Gestapo, ha n'o deus-i biskoazh klevet anv eus an istor-se. Hervezo e vije bet ijinet an istor gant ur sekretour ti-kêr kozh a studie istor ar vro.
Marvet e vije Gabriel Lannuzel war-dro 1975 pe 1976 en Alamagn[3].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn ar SGA, leuniañ ar voestig gant anv an den
- ↑ Le Télégramme 04.12.2010 p. 10, [1].
- ↑ Le Télégramme 10/11/2010 "Mort en 1916, Allemand en 1944?"