Gérard Bouguyon
Gérard Bouguyon a oa ur rugbier breizhat ganet e Kimerc'h (war tachenn kumun Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'h) d'ar 24 a viz Du 1935, ha marvet e 2016. Krog eo gant ar rugbi dindan roched ar PUC pa oa studier e Pariz a-raok mont da c'hoari e Grenoble, Toloza, Tarbes ha Bagnères-de-Bigorre[1]. Eil renk a veze d'an aliesañ met er renk gentañ en deus c'hoariet ivez.
O c'hoari a-enep Suafrika d'an 18 a viz C'hwevrer 1961 e teuas da vezañ ar Breizhad kentañ hag ar pemp kantvet c'hoarier o vezañ gwisket roched skipailh Frañs[2]. Ar bloaz-se e kemeras perzh ivez e Tournamant ar 5 broad a-raok mont d'an hantervoul su evit un droiad hag a oa aozet he c'hrogad diwezhañ a-enep ar Wallabies. Bouguyon a blantas unan eus tri esa e skipailh evit un trec'h istorel o vezañ ma oa ar wezh kentañ d'ar Re C'hlas c'hoari e Aostralia.
Ur wezh distro da Vro-C'hall e rankas mont da Aljeria d'ober e goñje; goude-se e kendalc'has e red-micher a rugbier met ne voe ket dibabet ken gant ar skipailh broadel.
Kluboù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- PUC
- FC Grenoble
- Stade Toulousain
- Stadeoceste Tarbais
- Stade Bagnérais
Skipailh rugbi Frañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bloavezh | Eneber | Lec'h | Disoc'h | Esa |
---|---|---|---|---|
1961 | Suafrika | Colombes | 0-0 | |
1961 | Bro-Saoz | Londrez | 5-5 | |
1961 | Kembre | Colombes | 8-6 | |
1961 | Italia | Chambéry | 17-0 | |
1961 | Iwerzhon | Dulenn | 3-15 | |
1961 | Zeland-Nevez | Auckland | 13-6 | |
1961 | Zeland-Nevez | Wellington | 5-3 | |
1961 | Zeland-Nevez | Christchurch | 32-3 | |
1961 | Aostralia | Sydney | 8-15 | 1 |