Mont d’an endalc’had

Fusil Modèle 1777

Eus Wikipedia
Fusil Modèle 1777


Ur mousked Modèle 1777, stumm kemmet Bloaz IX (1801)
Kinnig
Bro orin Rouantelezh Bro-C'hall Rouantelezh Bro-C'hall
Doare ha mont en-dro Mousked, platinenn-gailhastr, kartouchennoù paper gant poultr du
Kalibr ar boled .69 (17,52 mm)
Produer Manufacture d'armes de Charleville
Mare produiñ 1777 - bloavezhioù 1830
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 4,2 kg
Hirder 1 520 mm
Hirder (gant e vaionetez) 1 920 mm
Hirder ar c'hanol 1 140 mm

Hed-tenn pleustrek 150 m
Lusk-tennañ teorikel Hervez an tenner, peurliesañ 2 pe 3 zenn/mn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Ar Fusil Modèle 1777 (hervez e anv en arme c'hall), anvet mousked Charleville ivez evel armoù all eus an XVIIIvet kantved produet er memes lec'h, a oa ur mousked deveret eus armoù savet a-hed an XVIIIvet kantved e labouradeg Charleville (Ardennes) evit pourvezañ armeoù rouantelezh Frañs. Kemmet e voe meur a wech goude, hag implijet e voe gant kalz soudarded da vare an Dispac'h Gall pe brezelioù Napoleon.

Ar fuzuilh Modèle 1777 zo un arm-skoaz un-tenn, karget dre e veg, pourvezet gant ur gartouchenn-baper enni ur boled 17,5 mm e dreuzkiz ha poultr du. E blatinenn-gailhastr a oa solut-tre, p'eo bet diskouezet gant amprouennoù e c'halle tennañ 25 000 gwech hep chom boud[1]. Pa veze savet e vaionetez warnañ e c'halle ar mousked bezañ 1,92 m a hirder dezhañ ha bezañ implijet evel un arm gwenn a-enep d'ar marc'hegerezh.

Ar Modèle 1777 zo brudet evit bezañ bet ar fuzuilh kentañ dezhi pezhioù 'zo kemm-digemm a c'halled sevel war skouerennoù all eus an arm[1]. Kement-mañ a e-zeuas diwar labour Jean-Baptiste Vaquette de Gribeauval, ijinour hag ofiser, a lakaas krouiñ gant Honoré Blanc ur c'houfrig ennañ 41 gobari eus pezhioù an arm, evit ma vije produet skouerennoù standart anezhañ. Aweniñ a reas Thomas Jefferson pa oa kannad ar Stadoù-Unanet e Frañs. Ur wech distroet d'e vrevit an US Army nevez[2].

Stummoù all eus an arm a voe savet evel e 1801 (anvet modifié an IX, kemmet bloaz IX), hag adstummoù a bep seurt mentoù evit ar marc'hegerezh da skouer, met chom a reas ar Modèle 1777 e servij en armeoù gall hep bezañ kemmet da vat betek monarkiezh miz Gouere ha dibenn ar bloavezhioù 1840[1].

War-dro daou vilion a skouerennoù anezhañ zo bet produet en holl[3]. Ar re implijet da vare brezelioù Napoleon a zo ral a-walc'h, abalamour dezhe bezañ bet uzet ha gwallgaset a-wechoù war an tachennoù-emgann. Al lod brasañ anezhe a voe kaset d'an distruj goude 1815[4]. Kopiennoù modern eus adstummoù an arm a zo bet produet gant an embregerezh italian Pedersoli[5].

  1. 1 2 3 (fr) Le fusil d'infanterie modèle 1777, levrig embannet gant mirdi an Arme (Pariz) (pellgarget d'ar 14/10/2024)
  2. (fr) POMMIER Christophe, Quao e lakaas sevel 10.000 fuzuilh dezhe platinennoù kemm-digemm nd l'armurerie invente la standardisation, Sciences & Vie Guerres & Histoire n°41, miz C'hwevrer 2018, pp. 64-65
  3. (fr) HOUDECEK François, Le paquetage du fantassin napoléonien, Napoleon.org (lennet d'ar 14/10/2024)
  4. (fr) Le fusil d'infanterie de 17,5 mm modèle 1777 modifié an IX war Armement Réglementaire Français (lennet d'ar 14/10/2024)
  5. (fr) Hervez lec'hienn an embregerezh (lennet d'ar 14/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan