Frog Went A-Courting
Neuz
Frog Went A-Courting zo ur ganaouenn saoznek eus ar bloavezhioù 1600, diwar-benn dimeziñ ur glesker hag ul logodenn. Meneget eo bet e Wedderburn's Complaynt of Scotland (1548) hag anvet "The frog came to the myl dur", hogen e skoteg e oa kentoc'h eget saoznek. Meneget eo bet ivez el London Company of Stationers' Register e 1580 evel "A Moste Strange Weddinge of the Frogge and the Mouse." Meur a zoare all zo c'hoazh, hag an ton koshañ meneget a gaver e Melismata, gant Thomas Ravenscroft, e 1611.
Kanerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanet hag enrollet eo bet
- e 1950 gant Jimmie Rodgers war ur bladennig;
- e 1953 gant Pete Seeger, en American Folk Songs for Children;
- e 1970 gant Elvis Presley ("Froggie Went A-Courtin'") en "Walk a Mile in My Shoes - The Essential 70's Masters";
- e 1992 gant Bob Dylan en albom Good as I Been to You.
- gant Woody Guthrie, ha kalz a re all.
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E galleg, e 1965, un doare parizian kenañ, gant ur Stadunanadez anvet Eileen[1].
Levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul levr bugale anvet Frog Went A-Courtin' zo bet embannet diwar-lerc'h ar ganaouenn.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad db ar ganaouenn : [1]
- Doare Woody Guthrie [2]
- Doare Jimmie Rodgers e 1950 : [3]