Frederig III Alamagn
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Prusia, Impalaeriezh alaman |
Anv e yezh-vamm an den | Friedrich III. |
Anv ganedigezh | Friedrich Wilhelm Nikolaus Karl von Preußen |
Anv-bihan | Friedrich, Wilhelm, Nikolaus, Karl |
Titl noblañs | Prince of Orange |
Deiziad ganedigezh | 18 Her 1831 |
Lec'h ganedigezh | New Palace |
Deiziad ar marv | 15 Mez 1888 |
Lec'h ar marv | New Palace |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | laryngeal cancer |
Lec'h douaridigezh | Church of Peace |
Tad | Gwilherm Iañ |
Mamm | Augusta von Sachsen-Eisenach |
Breur pe c'hoar | Luise von Preußen |
Pried | Victoria von Sachsen-Coburg-Gotha |
Familh | Tiegezh Hohenzollern |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Yezh implijet dre skrid | alamaneg |
Micher | politiker |
Karg | German Emperor, King of Prussia |
Bet war ar studi e | University of Bonn |
Relijion | Prussian Union of Churches, Luteriegezh |
Grad milourel | Generalfeldmarschall |
Brezel | Brezel 1870-1871 |
Perc'henn war | Altar of Cadolzburg |
Oberennoù zo en dastumad | National Museum of Archeology, History and Art |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Frederig III Alamagn, pe Friedrich Wilhelm Nikolaus Karl von Preußen, pe ivez Friedrich III von Deutschland en alamaneg, ganet d'an 18 a viz Here 1831 e Potsdam, e Prusia, ha marvet d'ar 15 a viz Mezheven 1888 e Postdam ivez, a oa roue Prusia hag impalaer alaman.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa d'an impalaer Gwilherm Iañ ha d'e bried, ar briñsez Augusta von Sachsen-Weimar-Eisenach (1811-1890). A-berzh e dad e oa mab-bihan Friedrich Wilhelm III Prusia (1770-1840), roue Prusia, ha d'e bried Luise von Mecklenburg-Strelitz (1776-1810), hag a-berzh e vamm e oa mab-bihan d'an dug-meur Karl Friedrich von Sachsen-Weimar-Eisenach (1783-1853) ha d'e bried an dugez-veur Maria Pavlovna Russia (1786-1859).
Perzh a gemeras e Brezel 1870-1871 evel feldherr ("jeneral").
Ren a reas adalek an 9 a viz Meurzh, war-lerc'h marv e dad, betek ar 15 a viz Mezheven 1888, rak mervel a reas tri miz war-lerc'h e dad. Eizhvet roue Prusia e voe, hag an eil kaiser ("impalaer") alaman.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas Friedrich e miz Genver 1858 e Londrez da Victoria von Sachsen-Coburg-Gotha (1840-1901), a oa merc'h d'ar rouanez Victoria (1819-1901), rouanez Bro-Saoz, ha d'e bried Albert von Sachsen-Coburg-Gotha (1819-1861).
Eizh bugel o doe Friedrich ha Victoria, daou anezho a varvas a-raok o c'hrennoad :
- Gwilherm II Alamagn (1859-1941), roue Prusia hag Impalaer Alamagn, a zimezas d'ar briñsez Auguste Viktoria von Schleswig-Holstein-Sonderburg-Augustenburg (1858-1921), a-raok addimeziñ d'ar briñsez Hermine Hermine Reuß (1887-1947) ;
- Charlotte von Preußen (1860-1919), priñsez a Brusia hag Alamagn, a zimezas d'an dug Bernhard III von Sachsen-Meiningen (1851-1928) ;
- Heinrich von Preußen (1862-1929), priñs a Brusia hag Alamagn hag a zimezas da Irene von Hessen-Darmstadt (1866-1953) ;
- Sigismond von Preußen (1864-1866), priñs a Brusia, marvet da 2 vloaz ;
- Viktoria von Preußen (1866-1929), priñsez a Brusia hag Alamagn, a zimezas da gentañ d'ar priñs Adolf von Schaumburg-Lippe (1859-1917), rejant priñselezh Lippe, a-raok addimeziñ d'ar repuad rus gwenn Aleksandr Zoubkoff (1901-1936) ;
- Waldemar von Preußen (1868-1879), priñs a Brusia hag Alamagn, marvet da 11 vloaz ;
- Sophie von Preußen (1870-1932), priñsez a Brusia hag Alamagn, a zimezas da Konstantin Iañ (Gres) (1868-1923) roue an Hellened ;
- Margarethe von Preußen (1872-1954), priñsez a Brusia hag Alamagn, a zimezas d'al landgrav Friedrich Karl von Hessen-Kassel (1868-1940), hag a voe roue Finland e-pad bloaz e 1918.