Mont d’an endalc’had

Frederick (priñs Kembre)

Eus Wikipedia
Friedrich Ludwig von Hannover, neuze Priñs Kembre.

Friedrich Ludwig von Hannover, pe Frederick, priñs Kembre, pe Frederick, Prince of Wales e saozneg (1707-1751), a oa ur priñs eus Rouantelezh Hannover deuet da vout priñs pennhêr Bro-Saoz.

Mab henañ George II, roue Breizh-Veur, e oa, ha dre-se eo e oa priñs pennhêr. Tad e oa da George III.

Dont a reas da Vro-Saoz pa voe bet anvet e dad da roue, tra ma voe-eñ anvet da Priñs Kembre. Hogen dre ma varvas a-raok e dad ne renas ket, hag e vab an hini a reas en e lec'h, eus 1760 da 1820.

Mab henañ George II ha Caroline von Brandenburg-Ansbach e oa. Dizemglev a oa etrezañ hag e dad. Bec'h a savas etrezo da zeiz e eured dirak an holl. Er bloaz goude e voe kaset kuit an daou bried eus al lez. Diwar neuze e vodas en-dro dezhañ enebourien politikerezh ar roue.


Dimeziñ a reas da Augusta von Sachsen-Gotha

AnvDeiz o ganedigezhDeiz o marvEvezhiadennoù
Augusta Breizh-Veur173731 Meurzh 1813dimezet e 1764, da Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig; bugale dezho
George III4 Mezheven 173829 Genver 1820dimezet e 1761, da Charlotte von Mecklenburg-Strelitz; bugale dezho
Edward, dug York hag Albany14 Meurzh 173917 Gwengolo 1767 
Elizabeth Breizh-Veur30 Kerzu 17404 Gwengolo 1759 
William Henry, dug Gloucester hag Edinburgh14 Du 174325 Eost 1805dimezet e 1766, da Maria Waldegrave, kontez Waldegrave; bugale dezho
Henry, dug Cumberland ha Strathearn27 Du 174518 Gwengolo 1790(kaoz zo bet e vije bet dimezet da Olive Wilmot en 1767 met ne voe ket)
dimezet e 1771 da Anne Houghton; divugel
Louisa Breizh-Veur8 Meurzh 174913 Mae 1768  marvet da 19 vloaz
Frederick Breizh-Veur13 Mae 175029 Kerzu 1765  marvet da 15 vloaz
Caroline Matilda Kembre11 Gouhere 175110 Mae 1775dimezet e 1766 da g-Christian VII, roue Danmark, bugale dezho