Mont d’an endalc’had

Elizabeth Breizh-Veur

Eus Wikipedia
Ar briñsez saoz Elizabeth Breizh-Veur, poltredet gant Thomas Gainsborough .
Elizabeth, poltredet gant William Beechey (1797)
An teir c'hoar ha priñsezed, Charlotte Augusta Matilda, Augusta Sophia ar Rouantelezh-Unanet, hag Elizabeth Breizh-Veur, gant Thomas Gainsborough e 1784.

Elizabeth, pe Elesbed Breizh-Veur, ganet e 1770 e Buckingham Palace, e Londrez, ha marvet e 1840, a oa ur briñsez saoz.

Seizhvet bugel ha trede merc'h ar roue saoz George III hag e bried Charlotte von Mecklenburg-Strelitz e oa Elizabeth Breizh-Veur. He zad a oa mab da Frederick, Priñs Kembre ha da Augusta von Sachsen-Gotha.

Serc'h e oa e kuzh d'ur priñs gall dug Orleañs (1773-1850), met ne voe ket aotreet ar priñs da zimeziñ dezhi. Maria Karolina Aostria, rouanez Naplez, ne oa ket hep gouzout an darempred-se etrezo. Koulskoude e roas he merc'h Maria Amelia di Borbone-Napoli (1782-1866) d'ar Gall e 1809 pa brometas ar paotr sklaeraat e zarempred gant merc'h ar roue saoz.

Dimeziñ a reas Elizabeth e 1818 d'ar priñs alaman Friedrich VI von Hessen-Homburg, mab henañ da Friedrich V von Hessen-Homburg ha da Caroline von Hessen-Darmstadt. En em gavet e oant en un dañsadeg e 1814 e lez Bro-Saoz. Pa he devoañ eñ gwelet en e lifre housar aostrian he devoa lavaret: " Mar deo paotr yaouank e timezin dezhañ!". Dimeziñ dezhañ a reas en desped d'he zud. Mont a rejont da vevañ da Alamagn. Ne oa ket un eured a garantez, met laouen e oant o-daou: hi a c'hallas tec'hel diouzh al lez saoz, hag eñ a dennas gounid eus he c'herentiezh.

Divugel e voent.

E miz Genver 1820 e teuas Friedrich da vout Landgrav Hessen-Homburg war-lerc'h e dad. Gant arc'hant e wreg e teuas a-benn da gempenn palez Homburg.


Mervel a eure e 1840 da 69 bloaz, e Frankfurt am Main, en Hessen. Beziet e voe e Mozoleon al Landgraved, en Homburg.

Diskouezadeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 2010: Das graphische Werk der Landgäfin Elizabeth 1770–1840 Museum im Gotischen Haus, Bad Homburg.