Mont d’an endalc’had

Franjo Tuđman

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Franjo Tudjman)
Franjo Tuđman

Franjo Tuđman [ˈfraːɲɔ ˈtudʑman] (14 a viz Mae 1922 e Veliko Trgovišće - 10 a viz Kerzu 1999 e Zagreb), skrivet ivez Tudjman, a oa un ofiser, istorour ha politiker eus Kroatia.

Stourm a reas e-pad an Eil Brezel-bed e-touez ar Bartizaned, a-du gant Tito.
Er bloavezhioù 1950 e voe unan eus jeneraled yaouankañ arme Yougoslavia. Kuitaat a reas an arme e 1961 ha sevel an Institut za historiju radničkoga pokreta Hrvatske (Ensavadur evit istor luskad labourerien Kroatia), renet gantañ betek 1967.
E 1971 e voe kondaonet da zaou vloaz toull-bac'h dre m'en doa kemeret perzh en "Nevez-amzer kroat", ul luskad da c'hounit muioc'h a wirioù evit Kroatia e-barzh Republik Yougoslavia. Lezet e voe da vont goude nav miz er vac'h. E 1981 e voe toullbac'het adarre abalamour d'e vennozhioù broadelour.

D'an 30 a viz Mae 1990 e voe dilennet da brezidant republik yougoslavat Kroatia. Goude ma voe embannet dizalc'hiezh Kroatia d'ar 25 a viz Mezheven 1991 e voe brezel etre ar stad nevez hag arme Yougoslavia. Harz-an-tan a voe sinet e 1992 met kenderc'hel a reas ar brezel e Bosnia ha Herzegovina. Franjo Tuđman a voe dilennet da brezidant kentañ republik nevez Kroatia d'an 2 a viz Gwengolo 1992.

D'ar 15 a viz Mezheven 1997 e voe addilennet Tuđman da brezidant Kroatia ha chom a reas er garg-se betek e varv. Evit kalz Kroatiz ez eo un haroz broadel hag en deus savet Kroatia dizalc'h, met e-maez ar vro e voe tamallet dezhañ bezañ kemeret perzh e torfedoù brezel pa voe lazhet ha skarzhet Serbed eus Kroatia dindan e renerezh.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.