Francis Bayer du Kern
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Francis |
Anv-familh | Kern |
Deiziad ganedigezh | 6 Gou 1912 |
Lec'h ganedigezh | Laval |
Deiziad ar marv | 2 Mez 1940 |
Lec'h ar marv | Dukark |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg |
Micher | skrivagner |
Francis Bayer du Kern (François er marilhoù) zo ur barzh brezhonek hag ur stourmer breizhek, ganet d'an 8 a viz Gouere 1912 e Laval ha marvet d'an 2 a viz Mezheven 1940 e Malo-les-Bains (e Dukark hiziv). Kemeret en doa perzh e gwalldaolioù aozet gant ar strollad kuzh Gwenn ha Du e 1932. Gant un nebeud tud ez eas da grouiñ ur strollad drouized nevez.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust ma oa deuet eus ul lignez tudjentiled eus Kerne[1] e voe ganet e Laval. E skol ar Jezuisted e reas e studioù. Ne oa nemet ugent vloaz pa gemeras perzh en oberezhioù kuzh Gwenn ha Du. E 1936 e kemeras perzh e krouidigezh un eil strollad drouized, ar Gredenn geltiek, hag e reas gant an anv-drouiz Veroestrumnis (pe Uerestrumnis)[2]. Galvet e voe da soudard e-ser aloubadeg an Alamaned ha lazhet e voe e-kerzh emgannoù tro-dro Dukark e 1940.
Gwalldaolioù e 1932 ha 1936
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ma voe rediet tren prezidant Kuzul ar vaodierned ar Republik gall, Édouard Herriot, da chom a-sav e Ingrandes d'an 20 a viz Du 1932 abalamour ma oa bet distrujet ar roudennoù gant ur vombezenn e voe harzet Francis Bayer du Kern gant ar polis hag aterset ganus hag e anzavas bezañ kablus. Kemeret en doa perzh e tanioù-gwall e pevar frefeti a-raok. Ezel e voe eus Gwenn ha Du hag eus Kadervenn, an daou strollad kuzh savet gant Neven Henaff. Pa oa oc'h ober e goñje er Mañs e miz Ebrel 1936 e voe harzet gant ar polis en-dro ha tamallet dezhañ bezañ unan eus ar genwallerien o doe lakaet an tan e pevar frefeti e Breizh.
Drouizelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1936 e savas, asambles gant Morvan Marchal ha Raffig Tullou, ar strollad drouizel ha nevezpagan, Kredenn geltiek.
Barzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deskiñ brezhoneg a reas pa oa yaouank a-walc'h ha skrivañ a reas meur a varzhoneg vrezhonek ; a ne voe ket moullet kalz anezho[3].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Georges Cadiou. Emsav – Dictionnaire critique, historique et biographique – Le mouvement breton de A à Z. Coop Breizh, 2013 (ISBN 978-2-84346-574-1)
- (fr) Lionel Henry. Dictionnaire biographique du Mouvement breton. Yoran embanner, 2013 (ISBN 978-2-916579-59-7)
- (br) Lukian Raoul. Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien. Al Liamm, 1992 (ISBN 9782-7368-00345)