François de Rugy

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
François de Rugy er Vodadenn Vroadel gall d'ar 25 a viz Here 2011.

François Goullet de Rugy (a vez graet François de Rugy anezhañ), bet ganet d'ar 6 a viz Kerzu 1973 e Naoned (Liger-Atlantel) a zo ur politikour breizhat.
Abaoe 2007 ez eo kannad, dilennet war anv ar Re C'hlas, ha kenbrezidant ar strollad EELV e Bodadenn Vroadel Bro-C'hall, a-gevret gant Barbara Pompili eo bet etre 2012 ha 2015.
Abaoe 2008 ez eo kuzulier-kêr ivez en Orvez, ha kuzulier e Meurgêr Naoned. E miz Eost 2015 en deus roet e zilez eus ar strollad EELV. Un ti-hañv en deus de Rugy en enez Eusa.

Dibaboù politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur stourmer krenn ez eo evit Naoned e Breizh, hag unvaniezh ar Vro.
  • Brezel e Libia: e miz Gouere 2011 e vot evit ma vo kendalc'het gant ar brezel gall e Libia [1].
  • Bonedoù Ruz: d'ar 5 a viz Du 2013 e c'houlenn groñs digant Manuel Valls, Maodiern gall an Diabarzh, ma vo doujet ouzh beli ar stad [2]
  • Budjed ar stad c'hall: e miz Du 2013 e vot, evel an holl gannaded EELV all, evit ma vo gouestlet tost 20 miliard a euroioù d'ar polis ha d'an archeriezh [3].
  • Goulenn a reas daougementiñ niver ar vilourion c'hall o kemer perzh en Oberadenn Sangaris e Republik Kreizafrikan [4].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Le Parisien", d'an 12 a viz Gouere 2011
  2. Pellgemennadenn AFP, Le coprésident du groupe écologiste à l'Assemblée nationale, François de Rugy, a demandé mardi au ministre de l'Intérieur Manuel Valls de « faire respecter l'autorité de l'Etat » lorsque des portiques écotaxe sont détruits.» « Le ministre de l'Intérieur fait souvent beaucoup de parler de lui, c'est l'occasion de montrer que l'autorité de l'Etat en France est respectée quand il s'agit de la sécurité publique », a-t-il déclaré lors d'un point de presse.; « L'autorité de l'Etat est en jeu lorsque le sentiment s'installe dans notre pays qu'on laisse faire le démontage, le saccage des portiques », a martelé M. de Rugy, selon qui les auteurs « donnent l'impression d'agir en toute impunité ».
  3. AAMFG
  4. Le Temps, d'ar 26 a viz C'hwevrer 2014