Manuel Valls
Manuel Valls (distaget [ma.ny.ɛl vals] e galleg), ganet e Barcelona d'an 13 a viz Eost 1962, a zo ur politikour gall a orin katalan. Ezel eo eus ar Strollad Sokialour, anvet da Gentañ Ministr ar Pempvet Republik d'an 31 a viz Meurzh 2014 gant François Hollande.
Buhez politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Maer Évry eus 2001 da 2012
- Kannad eus an Essonne eus 2002 da 2012
- Ministr an Diabarzh eus 2012 da 2014 dindan Jean-Marc Ayrault
- Kentañ Ministr adalek 2014 betek fin 2016.
Liamm diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kentañ gouarnamant Manuel Valls, eus an 31 a viz Meurzh 2014 d'ar 25 a viz Eost 2014
- Eil gouarnamant Manuel Valls, adalek ar 26 a viz Eost 2014 betek ar 6 a viz Kerzu 2016