Mont d’an endalc’had

Urzh ar Vreudeur minor

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Frañsezidi)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Urzh ar Vreudeur minor
mendicant order, aozadur
Rann eusFranciscan family, Urzh ar Vreudeur minor Kemmañ
Deiziad krouiñ13. century Kemmañ
Anv berrO.F.M. Kemmañ
RelijionIliz katolik roman, Katoligiezh Kemmañ
Anvet diwarFrañsez a Asiz Kemmañ
DiazezerFrañsez a Asiz Kemmañ
Den e penn an aozadurMinister General of Order of Friars Minor Kemmañ
Sez sokialRoma Kemmañ
Danvez pennañlifestance organisation Kemmañ
Chomlec'hRoma, Via di S. Maria Mediatrice, 25 Kemmañ
Niverenn bellgomz+39-06-684-919 Kemmañ
Fax number+39-06-638-0292 Kemmañ
Postelmailto:comgen@ofm.org Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.ofm.org/ Kemmañ
Ur Frañsezad
e Bro-Saoz, 1904

Urzh ar vreudeur minor (Ordo fratrum minorum e latin), pe urzh ar Frañseziz, zo un aozadur relijiel katolik bet krouet gant Sant Frañsez a Asiz (Giovanni di Bernardone e anv gwirion), eus Assisi, en Italia. E 1210 e voe degemeret ar reolenn gentañ, "Reolenn sant Frañsez", gant ar pab Inosant III. Un urzh kesterien eo, evel ar re a voe savet en XIIvet kantved en Europa.

Anvioù ha rummoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ordo fratrum minores eo anv ofisiel an urzh, a vez berraet en "O.F.M.". Hiziv emañ ar skourr pennañ (an O.F.M.), ar vreudeur kouent (O.F.M. kouent) hag ar Gabusined (O.F.M. Kabusined).
Lesanvioù zo bet roet da leaned an urzh-se : ar Frañseziz, ar "Gordennerien", ar "vreudeur-vihan".
E-maez an urzh e kaver kumuniezhoù katolik a ra dave da sant Frañsez a Asiz. Un urzh evit ar maouezed, Urzh an Itronezed paour, zo bet savet ivez en Asiz gant Santez Klara da vare sant Frañsez ha diwar e gelennadur.
Gant sant Frañsez ivez e voe savet an Trede Urzh frañsezat, ur gumuniezh tud lik a glask heuliañ reolennoù ar frañseziz hep mont da lean. Un nebeud kumuniezhoù Katoliked-kozh ha Protestanted-kozh zo ivez.

Klask a reas sant Frañsez chom hep sevel un aozadur ken kemplezh hag ar re a oa evit an urzhioù menec'h all. E 1209 e krouas unan, a ziazezas war ar baourentez hag ar prezegerezh : diwar an aluzen ha labour o daouarn e ranke ar vreudeur bevañ.

E 1210 e roas ar pab Inosant III an aotre dre gomz da gendelc'her gant ar gumuniezh. E 1210 e voe savet un eil kumuniezh da heuliañ reolenn sant Frañsez : urzh an Itronezed paour, anvet ivet Urzh santez Klara diwar he diazezourez, Chiara Offreduccio di Favarone.

E 1217 e voe rannet Italia e rannvroioù frañsezat, ur "maodiern-rannvro" e pep hini anezho. Enebiñ a reas sant Frañsez ouzh un urzhazh kempleshoc'h. D'ar mare-se ez eas sant Frañsez da Balestina, o lezel daou vreur e penn an urzh.
Diwar intrudu an daou vreur-se ez embannas ar pab Honorius III ur vuilh a redias ar vreudeur nevez da gaout ur stummadur e-pad ur bloavezh, d'em ouestlañ ez-ofisiel er relijion gristen, hag a embannas e vije ensellet ar prezegerezh.
Enep ar c'hemmoù-se e savas sant Frañsez pa zistroas eus Palestina e 1220. Diwar gourc'hemenn ar pab e savas ar reolenn gentañ, anvet Regula Prima e latin.

E 1223 e rankas kemmañ ar Regula Prima, a veze barnet re hir ha re strizh. Un eil reolenn a voe neuze, anvet ar Regula bullata abalamour ma voe degemeret gant Honorius III dre ur vuilh all.