Formulenn diaoz

Eus Wikipedia

E kimiezh ez eo ar formulenn diaoz ar skrivad kompaktañ a daolenn ur c'hompozad kimiek pe ur c'horf simpl. Graet e vez gant ar formulennoù diaoz er c'hevatalennoù kimiek evit deskrivañ ar reaktadennoù kimiek.

Kompozadoù molekulel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hompozadoù molekulel a zo anezho substañsoù a c'hoarvez eus molekulennoù dispartiet an eil re diouzh ar re all. Evel se emañ kont gant ar pep brasañ eus ar c'hompozadoù a gaver e kimiezh organek. Evit a sell ouzh ar c'hompozadoù-se e ro ar formulenn diaoz an niver a atomoù a ya d'ober ur volekulenn. Ne ro titour ebet diwar-benn arenkamant an atomoù a genaoz anezhi. Setu e c'hell ur formulenn diaoz klotañ gant meur a volekulenn disheñvel. Komz a reer eus izomeriezh pa vez div volekulenn disheñvel dezho ar memes formulenn diaoz. Evit deskrivañ ur volekulenn e ranker gouzout formulennoù all en tu-hont d'ar formulenn diaoz : ar formulennoù damziorroet pe diorroet.

Natur an atomoù a vez meneget gant simboloù kimiek an atomoù a genaoz ar volekulenn a bleder ganti (sellou ouzh taolenn beriodek an elfennoù). Resisaat a reer niver pep hini eus an atomoù gant un is-skrid a-zehou da bep simbolenn (ne lakaer is-skrid ebet pa vez un atom hepken). Erbedet e vez heuliañ urzh lizherennek ar simboloù war-bouez un nemedenn : karbon hag hidrogen ar produioù organek a vez meneget atav da gentañ hag en urzh-se, hag en o goude e veneger an atomoù all en urzh al lizherenneg.[1]

Skouerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar propan ennañ 3 atom karbon (notet C) hag 8 atom hidrogen (notet H) a vo e formulenn diaoz : C3H8

Skouerioù all eus formulennoù diaoz :

  • an dour : H2O
    • 2 atom hidrogen H
    • 1 atom oksigen O
  • an dioksigen : O2
    • 2 atom oksigen O
  • ar metan : CH4
    • 1 atom karbon C
    • 4 atom hidrogen H
  • an etilen : C2H4
    • 2 atom karbon C
    • 4 atom hidrogen H
  • an etanol : C2H5OH (ar formulenn diaoz penn-da-benn a zo C2H6O)
    • 2 atom karbon C
    • 6 atom hidrogen H
    • 1 atom oksigen O
  • ar butan pe e izomer an izobutan : C4H10
    • 4 atom karbon C
    • 10 atom hidrogen H

Kompozadoù hep molekulenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kimiezh anorganek ez eus un toullad kompozadoù n'heller ket deskrivañ evel kompozadoù molekulel.

Ar soludoù ionek, n'eus ket molekulennoù diforc'h enno met ionoù oc'h interaktiñ ent elektrostatikel gant amezeien niverus. Kompozadoù all a c'heller deskrivañ evel makromokulennoù. En dioksidenn silisiom da skouer en deus pep atom silisiom 4 eread kovalant gant 4 atom oksigen ha pep atom oksigen a zo ereet ouzh 2 atom silisiom. Pep kristal a c'heller deskrivañ neuze evel ur volekulenn enni ur niver bras a atomoù.

Evit an holl gompozadoù-se e ro ar formulenn diaoz kenfeurioù an atomoù er c'hompozad hepmuiken.

Skouerioù :

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Leight, Favre,Metanomski - Principes de Nomenclature de la Chimie -Introduction aux recommandations de l'IUPAC - pajenn 9 - De Boeck Université ISBN 2-7445-0120-4


Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Taolennadur ar molekulennoù
Diaoz - Lewis - Diorroet plaen - Damziorroet - Topologel - Cram - Newman - Fischer - Haworth
Gilbert Newton Lewis - Hermann Emil Fischer - Walter Norman Haworth