Formulenn damziorroet

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

E kimiezh volekulel e c'heller simplaat ur formulenn diorroet plaen evit sevel ur formulenn damziorroet ne daolenner ket an ereadoù karbon-hidrogen enni.
Heuliet e vez ar memes pennreolenn taolenniñ an atomoù : ul lizherenn (pe ziv) deuet eus taolenn beriodek an elfennoù, hag un tres evit pep eread (pe meur a hini maar eo doubl pe dripl an eread).

Skouer an oktan C8H18[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Formulenn diorroet Formulenn damziorroet
Octane.svg

Gallout a reer ivez eilpennañ ar C hag an H evit pouezañ war an ereadoù karbon-karbon, evel er skouer-mañ, ar propan, (C3H8) :

Gallout a reer c'hoazh doujañ da c'heometriezh ar volekulenn, dre zoujañ d'ar c'hornioù 120° molekulennoù 'zo da skouer.

Un nebeud formulennoù damziorroet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Taolennadur ar molekulennoù
Diaoz - Lewis - Diorroet plaen - Damziorroet - Topologel - Cram - Newman - Fischer - Haworth
Gilbert Newton Lewis - Hermann Emil Fischer - Walter Norman Haworth