Fontenay-le-Pesnel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Fontenay-le-Pesnel
Fontenay-le-Pesnel
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Arondisamant Bayeux
Kanton Bretteville-l'Orgueilleuse
Kod kumun 14278
Kod post 14250
Maer
Amzer gefridi
Jean-Pierre Chevalier
2014-2020
Etrekumuniezh Seulles Terre et Mer
Lec'hienn web http://www.fontenaylepesnel.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 1 185 ann. (2014)[1]
Stankter 118 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
49° 10′ 13″ Norzh
0° 34′ 48″ Kornôg
/ 49.170278, -0.58

49° 10′ 13″ Norzh
0° 34′ 48″ Kornôg
/ 49.170278, -0.58

Uhelderioù bihanañ 51 m — brasañ 114 m
Gorread 10,07 km²
Lec'hiadur
France relief location map.jpg
Lec'hiañ ar gêr
'
Map commune FR insee code 14278.png


Fontenay-le-Pesnel a zo ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Eil brezel-bed: d'ar 25 a viz Even 1944 eo taget an Alamaned e Fontenay-le-Pesnel gant ar 49vet Rannlu Troadegiezh West Riding eus ar Rouantelezh-Unanet; dister eo niver an difennourion alaman, ur batalhon troadegiezh eus ar rannlu Panzer Lehr Division hepken; buan e teu ar Re Gevredet a-benn d'ober un toull el linennoù alaman, kaset eo ur C'hampfgruppe hobregonet ag an Hitlerjugend da stankañ an toull. D'ar 26 a viz Even 1944 eo trec'het an difennourion gant ar Vreizhveuriz ha dieubet eo ar gumun [2]. Mervel a reas dek den nann-soudard (unan bet fuzuilhet gant an Alamaned, ar re all a voe lazhet gant minennoù, tennoù kanol ha bombezadegoù) e Fontenay e 1944 e-pad Aloubadeg Normandi hag unan e 1945 abalamour d'ur vinenn [3].

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Iliz katolik Sant Albin [4].
  • Iliz katolik Sant Varzhin, dismantret [5].

Bered ar C'hommonwealth: Fontenay-le-Pesnel War Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a soudarded
Canadian Red Ensign (1921-1957).svg Kanada 4
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 457
Flag of the NSDAP (1920–1945).svg Alamagn 59
Hollad 520

Marvet e oant e 1944 e-pad Emgann Normandi e-pad an Eil brezel-bed. Digoret e voe ar vered e dibenn miz Mezheven 1944 hag implijet kalz e miz Gouere 1944 gant an unanadoù-stourm eus tirlu ar Rouantelezh-Unanet: South Staffordshire Regiment, East Lancashire Regiment, Royal Warwickshire Regiment, Durham Light Infantry hag unanadoù hobregonet. Un darn vras eus an Alamaned beziet enni a oa er 12vet SS Panzer Division (Hitlerjugend) [6] [7] [8].

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Normandie 44 - la mémoire
  3. Mémorial des victimes civiles en Normandie
  4. Clochers de France
  5. Clochers de France
  6. WW2 Cemeteries
  7. In Memories
  8. Normandie 44 - la mémoire