Feskenn (arouez)

Eus Wikipedia
Feskenn
Iskevrennad eusinsignia, ceremonial object, bundle, mobile charge Kemmañ
Rann eusEmblem of the Spanish Civil Guard, Great Seal of France, Ardamezioù Frañs, World War I Victory Medal Kemmañ
Diskouez a raUnity makes strength Kemmañ
Implijet gantlictor Kemmañ
Un douger feskenn eus Henroma

Ar feskenn (latin: fasces, liester fascis, "strobad") a zo un arouez deuet eus amzer Roma Gozh, ma veze douget gant lictores, ambrougerien ar reizhaouerien.

Bodañ a ra ar feskenn daou venveg kastizañ: ar walenn evit skourjezañ, hag ar vouc'hal evit reiñ taol ar marv. Un hordennad bizhier lakaet a-gelc'h gant lasoù ez eo, gant ur vouc'hal en he c'hreiz. E-pad pell eo bet arouez ar justis.

Simbol an unvaniñ ez eo deuet da vezañ en 19vet kantved ; deuet e oa ar ger feskenn da vezañ un doare da envel ur strollad, ur c'hevread pe c'hoazh ur strollad politikel. Gant an amzer eo deuet ar ger da vont etrezek ur simbol reveulzier, setu perak e adkaver e implij gant ar sindikalisted ha goude-se gant ar faskourien.

Implij er Frañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar reveulzi c'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ma voe pilet ar Renad kozh gant an Dispac'h gall e voe implijet simbol ar feskenn evit lakaat da dalvezout ar Frañs "unan ha dirannadus" evel ur feskenn.

War Diskleriadur Gwirioù mab-den hag ar c'heodedour e adkaver simbol ar feskenn.

Ur feskenn eus amzer ar Reveulzi gant ur boned frijian war-c'horre.


Implij gant ar republik c'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez ivez hiziv-an-deiz c'hoazh ar feskenn gant Republik Frañs en hec'h ardamezioù.

Ar prezidant Valéry Giscard d'Estaing a lakaas da dalvezout ar feskenn war e vanniel prezidant etre 1974 ha 1981.

Feskenn faskour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel brezel Republik Sokial Italia ar feskenn etre skilfoù un erer

Adkemeret e voe gant ar faskourien en Italia, ma teu o anv diwar hini an arouez. Simbol an unvaniñ, ar reveulzi hag al liamm gant impalaeriezh Roma, Benito Mussolini a lakas war-raok kalz ar feskenn betek he lakaat da dalvezout war pep tra embannet gant e renad.

Ar feskenn er Stadoù-Unanet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez simbol ar feskenn er Stadoù-unanet, dreist-holl gant ar sened pe c'hoazh ar gward broadel.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.