Mont d’an endalc’had

Ferdinand Marian

Eus Wikipedia

Ferdinand Haschkowetz

Ganedigezh 14 a viz Eost 1902
e Vienna
Broadelezh Aostria
Micher(ioù) aktor,
Filmoù brudet Jud Süß, Madame Bovary , La Habanera, Münchhausen
Pried(où) Irene Saager, Maria Byk (1929-1946)
IMDB http://www.imdb.com/name/nm0547029/


Ferdinand Marian (Ferdinand Haschkowetz e anv gwirion), ganet d'ar 14 a viz Eost 1902 hag aet da Anaon d'ar 7 a viz Eost 1946, a oa un aktour c'hoariva ha filmoù genidik eus Aostria. Gwall vrudet eo evit bezañ bet c'hoariet ar benndudenn Joseph Süß Oppenheimer er film alaman Jud Süß.

Ganet en ur familh aktourien music-hall, an tad a oa soner (bass) hag ar vamm kanerez. Dieuget gant ar studioù tec'hout a ra eus e diegezh, ha paouez a ra war ar memes-tro gant e studioù ijinerezh. Gwell e oa dezhañ mont gant hent an arzoù, labourat a raio er c'hoariva en Aotria ha goude-se en Alamagn.

Buhez vicherel Marian a zo bet distrujet dre ma voe penndudenn er film nazi Jud Süß ("Ar yuzev Suss"), ur film enep-yuzev sevenet gant Veit Harlan. Ar film-se embannet e 1940 a oa bet savet dindan selloù strizh ministr ar propaganda en Trede Reich Joseph Goebbels, gwelet eo hiziv-an-deiz c'hoazh evel unan eus doareoù dispriziusañ ha feulsañ a zo bet da daolenniñ ar yuzevien en ur film. Meur a aktour brudet mat a oa chomet hep kemer ar roll-se, Marian, en eskemm ur sammad arc'hant uhel ha bountet gant Goebbels, a savas a-du.

Golo al romant a awenas ar film Jud Süß (embannadur 1925)

Buhez personel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Buhez personel Ferdinand Marian a zo enep a-grenn gant e rolloù evit sinema propaganda an Trede Reich. Er filmoù-se e seblant bezañ enep-yuzev penn-kil-ha troad padal en e vuhez personel ne oa ket. Bet en doa bet ur verc'h gant e gentañ gwreg, Irene Saager hag a oa ur c'hoarierez piano yuzev. E eil gwreg Maria Byk, a vezo dimezet gantañ adal ar bloavezh 1929 betek e varv e 1946, a oa bet dimezet gant Julius Gellner. Hemañ a oa ur produer filmoù a orin yuzev hag a vezo kuzhet gant Marian hag e wreg en o zi e-pad an Eil Brezel-bed.

Doare an oberenn kemmesket gant donezonoù aktour Ferdinand Marian a sikouras kalz propaganda an Trede Reich da geñver an enep-yuzevegezh. Marian a c'hoarias un dudenn hervez selloù an Trede Reich a-fed ar re yuzev: hollzanvezel, dizonest ha direol, fin hag hudur.

Troet gant ar boeson Ferdinand Marian a zo marvet en ur gwallzavoud karr-tan e Dürneck (hiziv ul lodenn eus Freising) e Bavaria. Hervez e vefe bet o vleniañ mezv war hent Munich gant ur garr-tan bet prestet dezhañ. Pal e veaj a vefe bet da dapout paperioù dinaziañ. Ar re-se ur wech aotreet gant an ofisour Amerikan ar filmoù Eric Pleskow o defe bet roet an tu da Varian da adlabourat evit ar sinema. Evit lod all e oa ur gwallzarvoud doare emlazh.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]