Ferdinand Georg August von Sachsen-Coburg-Saalfeld-Koháry
Neuz
Ferdinand Georg August von Sachsen-Coburg-Saalfeld-Koháry (1781-1851) a oa ur priñs alaman, jeneral eus Impalaeriezh Aostria e-pad Brezelioù Napoleon, ha dug Sachsen-Coburg-Gotha.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Coburg. Eil mab Franz, Dug Sachsen-Coburg-Saalfeld, e oa. E vamm e oa ar gontez Augusta Reuss-Ebersdorf. E 1826 e kemmas e ditl eus Sachsen-Coburg-Saalfeld da Sachsen-Coburg-Gotha pa voe graet eskemmoù douaroù etre e vreur, an Dug Ernst Iañ von Sachsen-Coburg-Gotha, ha tud all eus an tiegezh.
E-touez e nized ha nizezed e oa ar Rouanez Victoria hag he fried Albert, an impalaerez Carlota Mec'hiko hag he breur Leopold II Belgia.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa d'ar briñsez slovak Antonia Kohary (1792-1862), ha pevar bugel o doe:
- Ferdinand August Franz Anton (1816−1885), Roue Portugal evel Fernando II Portugal.
- dimezet e 1836 da Maria II Portugal,
- August (1818–1881),
- dimezet e 1843 d'ar briñsez c'hall Clementine d’Orléans; ur mab dezho a renas e Bulgaria evel Ferdinand Iañ Bulgaria
- Viktoria (1822–1857),
- dimezet e 1840 da Louis d’Orléans, dug Nemours
- Leopold (1824–1884),
- dimezet e 1861 da g-Konstanze Geiger, „Freifrau von Ruttenstein“.