Ferdinand Iañ Bulgaria

Eus Wikipedia
Ferdinand I Bulgaria

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ferdinand I Bulgaria (Фердинанд I e bulgareg ; 26 C'hwevrer 186110 Gwengolo 1948) a oa roue Bulgaria. Da gentañ evel priñs (knyaz) eus 1887 da 1908, ha goude evel roue (tsar) eus 1908 betek 1918. Dindan e ren, Bulgaria a gemeras perzh er Brezel-bed kentañ a-du gant ar Galloudoù Kreiz (Alamagn, Aostria-Hungaria, Turkia) adalek 1915.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe Ferdinand d’ar 26 a viz C’hwevrer 1861 e Vienna, e tiegezh Sachsen-Coburg-Gotha-Koháry. Mab e oa d’ar priñs August von Sachsen-Coburg-Gotha (18181881) ha d’e wreg Clémentine Orleañs (18171907), merc’h da Loeiz-Fulup Iañ, roue Bro-C’hall. Desavet e voe e-mesk noblañsoù uhel Aostria-Hungaria, hag e domanioù ar familh en Hungaria hag en Alamagn. Ferdinand, hag a oa ofiser en arme Aostria-Hungaria, a voe dilennet da briñs e penn Bulgaria gant bodadenn vras ar vro-se, d’ar 7 a viz Gouere 1887.

D’an 20 a viz Ebrel 1893 e timezas gant Maria Luisa di Borbone-Parma, ur briñsez italian, merc’h da Roberto Iañ Parma.
Pevar bugel o devoe :

Mervel a reas Maria Luisa e 1899. Un eil gwreg en devoe Ferdinand goude : d’an 28 a viz C'hwevrer 1908 e timezas gant Eleonore Reuß zu Köstritz (1860-1917).
Pa’z eas Bulgaria eus ur stad emren d’ur stad dizalc’h da vat, e 1908, e teuas Ferdinand da vezañ « tsar », d’ar 5 a viz Gwengolo 1908. E zilez a roas dek vloaz war-lerc’h, d’an 3 a viz Here 1918.

Ferdinand I a lakaas Bulgaria da gemer perzh er Brezel-bed kentañ, a-du gant Alamagn, evit gallout kreskiñ e zomani er Balkanoù hag en em zizober eus levezon Rusia. Met e zilez a roas e 1918 , goude drouziwezh ar Galloudoù Kreiz, kuit da nerzhioù estren lakaat o c’hrabanoù war ar vro. Sevel a reas e vab henañ Boris war an tron en e lec’h.

Mervel a reas e 1948, e Coburg, e Bavaria.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (de)Böttcher, Hans-Joachim: Ferdinand von Sachsen-Coburg und Gotha 1861 - 1948 - Ein Kosmopolit auf dem bulgarischen Thron. Berlin 2019 (ISBN 978-3-89998-296-1)
  • (en)Finestone, Jeffrey (1981). The Last Courts of Europe. London : J.M. Dent & Sons Ltd. ISBN 0460045199. 
  • (en)Constant, Stephen (1986). Foxy Ferdinand, 1861–1948, Tsar of Bulgaria. London : Sidgwick and Jackson. ISBN 0-283-98515-1.