Felix zu Salm-Salm

Felix Constantin Alexander Johann Nepomuk, Priñs Salm-Salm (1828–1870) a oa un ofiser prusian ha goprsoudard a ouenn uhel. Servij a reas en armeoù Prus, Aostria, SUA, arme Masimilian Iañ (1832-1867) e Mec'hiko, ha Prus adarre. Lazhet e voe e brezel 1870
Eured[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
P'edo e SUA e timezas da Agnes Elisabeth Winona Leclerq Joy, merc'h d'ar jeneral William Leclerc Joy (1793–c. 1886) ha da Julia Willard (marvet e 1882).
Ur beure edo Agnes Leclerc Joy o pourmen war varc'h dre ar gêr-benn pa daolas Felix kentañ evezh outi, ha klask a reas lakaat he fediñ d'ur fest ma vefe-eñ ivez. Buan e c'houlennas he dorn, hag e miz Eost 1862 e voent euredet. Agnes ne bade ket da chom pell diouzh Felix ha mont a rae d'e heul d'an emgann. Er c'hamp e veze Agnes oc'h ober war-dro ar soudarded klañv ha gloazet, petra bennak ma n'he doa ket anaoudegezh ebet eus ar medisinerezh.
Brezel diabarzh SUA[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika (1861-1865) e veajas Agnes gant an arme dre Virginia, hag ar vaouez nemeti e oa.