Mont d’an endalc’had

Falanks (kumuniezh)

Eus Wikipedia

Ar falanks, er sokiologiezh utopek savet gant ar prederour gall Charles Fourier, zo ur gumuniezh tud hag a vod o nerzh hag o ampartiz da genlabourat evit mad an holl.

Hervez an utopiezh-se e vo 1 620 den er falank, paotred ha merc'hed kement ha kement, 810 a bep seurt, bodet en ul lec'h, da labourat ha da vevañ, anvet falanksti.

Dont a ra ar ger falanks (« phalange » gant Fourier) diwar hini an arme c'hresian, en Henamzer.

Adkemeret e vo ar ger ivez, diwezhatoc'h, gant ar faskourien spagnol ha [José Antonio Primo de Rivera]], pa savint o Falanks Spagnol, gwall bell diouzh mennozhioù Fourier.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Le Nouveau monde industriel et sociétaire ou invention du procédé d'industrie attrayante et naturelle, distribuée en séries passionnées, Paris, Bossange père, 1829.