FPSRussia

Eus Wikipedia

FPSRussia zo ur chadenn YouTube ha Twitch.tv brudet. Pal ar filmoùigoù skignet zo kement ha diskouez armoù ha penaos e vezont implijet. Ar re-se zo pe armoù-tan pe danvezioù-tarzh. En holl filmoùigoù e adkaver Kyle Myers, ur Stadunanad ganet e Lavonia, e Georgia. C'hoari a ra an dudenn Dmitri Potapoff, un den a orin eus Moskou gant un taol-mouezh rusek kreñv.

Pep video a gaver er chadenn a ziskouez Myers o tisplegañ munudoù an arm a vo implijet gantañ. A-wechoù e tispleg ivez ar c'henarroud istorel ha perak e oa bet krouet an arm en degouezh-se. Ur wech echu gant an displegadennoù e vez implijet an arm war palioù a bep seurt evel frouezh, boutailhadoù, "zombied", ul lenn, mogerioù, otoioù. Er filmoùigoù kentañ e oa bet implijet ivez poltriji eus Justin Bieber.

Al lugan a glever alies zo "the professional Russian"[1].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hentañ filmig a oa bet embannet d'an 10 a viz Genver 2014. E miz Ebrel 2016 e oa 6 milion a heulierien d'ar chadenn FPSRussia hag en holl e oa bet gwelet ar videoioù 728 milion a wechoù[2].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]