Mont d’an endalc’had

Eured Kerne

Eus Wikipedia

Eured Kerne a zo ur werz vrezhonek hengounel, bet kanet gant Marsel Gwilhou pe Jacques David da skouer.

E-barzh ar penn all eus ar gêr
Emañ ma dous ma c'harantez

Emañ ma dousig Moni
Ur plac'h yaouank pinvidik

Kentañ am boa anavezet Moni
E oa o foennat gant he forc'hig

Un devezh e-barzh ar prad
Hi a oa o foennat, me a oa o falc'hat

Seul daol falz pe rastell
Ouzhin-me e rae ur sell

Lârit-c'hwi din eta Moni
Pegoulz ho po ur walennig

Gwalennig ho piz kleiz
Deoc'h-c'hwi me a lakao

Pa gano ar voualc'hig
Deoc'h-c'hwi e raio Moni

Pa gano d'ar miz Mae
E vo an eured bras en Kerne

Hag ar vombard a vo ivez
Hag an dañs war al leurgêr...

  • Sadorn noz, Silvain Le Roux ha Jacques David, Coop Breizh, 2013