Eugene Sledge
Neuz
Eugene Sledge
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Lealded | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | Eugene |
Anv-familh | Sledge |
Deiziad ganedigezh | 4 Du 1923 |
Lec'h ganedigezh | Mobile |
Deiziad ar marv | 3 Meu 2001 |
Lec'h ar marv | Montevallo |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev ar stomog |
Lec'h douaridigezh | Alabama |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | Bevoniour, soudard, kelenner skol-veur, kelenner skol-veur, skrivagner |
Implijer | University of Montevallo |
Bet war ar studi e | Auburn University, University of Florida, Marion Military Institute, Murphy High School |
Deroù ar prantad labour | 1941 |
Grad milourel | Korporal |
Brezel | Eil Brezel-bed, emgann Peleliu, emgann Okinawa |
Skour lu | United States Marine Corps |
Eugene Bondurant Sledge, ganet d'ar 4 a viz Du 1923 e Mobile (Alabama) hag aet da Anaon d'an 3 a viz Meurzh 2001 e Montevallo (Alabama), a oa ur soudard marine stadunanat, kelenner skol-veur, ha skrivagner. Brudet eo bet p'en eus embannet e levr eñvorennoù With the Old Breed: At Peleliu and Okinawa e 1981. Ul levr eo hag a gont e eñvorennoù soudard e-kerzh an Eil Brezel-bed. Implijet eo bet al levr-se evel diazez gant Ken Burns evit sevel an teulfilm The War (2007), hag ar ministirad gant HBO anvet The Pacific (2010). Evit ar ministirad eo c'hoariet gant an aktour Joseph Mazzello.
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- With the Old Breed: At Peleliu and Okinawa, memorioù brezel diwar-benn e emgannoù war an div enezenn da vare brezel ar Meurvor Habask. Eno e oa perzh eus ur skipailh a rae war-dro ur c'hanol-mortez 60 mm. Embannet eo bet al levr e 1981 er Stadoù-Unanet. Un droidigezh e galleg (Frères d'armes) a zo deuet e-maez e 2019.
- China Marine: An Infantryman's Life after World War II, embannet e 2002 goude e varv. Ennañ e kont e amzer e Beijing goude fin an Eil Brezel-bed, e zistro da Mobile hag e stourm evit gwellaat e stad-spered goude an emgannoù taer anduret gantañ.