Eugene Sledge
Neuz
Eugene Sledge
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Lealded | Stadoù-Unanet |
| Anv-bihan | Eugene |
| Anv-familh | Sledge |
| Deiziad ganedigezh | 4 Du 1923 |
| Lec'h ganedigezh | Mobile |
| Deiziad ar marv | 3 Meu 2001 |
| Lec'h ar marv | Montevallo |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | krign-bev ar stomog |
| Lec'h douaridigezh | Alabama |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Micher | Bevoniour, soudard, kelenner skol-veur, skrivagner |
| Implijer | University of Montevallo |
| Bet war ar studi e | Auburn University, University of Florida, Marion Military Institute, Murphy High School |
| Deroù ar prantad labour | 1941 |
| Grad milourel | Korporal |
| Brezel | Eil Brezel-bed, emgann Peleliu, emgann Okinawa |
| Skour lu | United States Marine Corps |
Eugene Bondurant Sledge, ganet d'ar 4 a viz Du 1923 e Mobile (Alabama) hag aet da Anaon d'an 3 a viz Meurzh 2001 e Montevallo (Alabama), a oa ur soudard marine stadunanat, kelenner skol-veur, ha skrivagner. Brudet eo bet p'en eus embannet e levr eñvorennoù With the Old Breed: At Peleliu and Okinawa e 1981. Ul levr eo hag a gont e eñvorennoù soudard e-kerzh an Eil Brezel-bed. Implijet eo bet al levr-se evel diazez gant Ken Burns evit sevel an teulfilm The War (2007), hag ar ministirad gant HBO anvet The Pacific (2010). Er ministirad e oa c'hoariet gant an aktour Joseph Mazzello.
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- With the Old Breed: At Peleliu and Okinawa, memorioù brezel diwar-benn e emgannoù war an div enezenn da vare brezel ar Meurvor Habask. Eno e oa perzh eus ur skipailh a rae war-dro ur c'hanol-mortez 60 mm. Embannet eo bet al levr e 1981 er Stadoù-Unanet. Un droidigezh e galleg (Frères d'armes) a zo deuet e-maez e 2019.
- China Marine: An Infantryman's Life after World War II, embannet e 2002 goude e varv. Ennañ e kont e amzer e Beijing goude fin an Eil Brezel-bed, e zistro da Mobile hag e stourm evit gwellaat e stad-spered goude an emgannoù taer anduret gantañ.
