Eugénia Câmara

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Eugénia Infante da Câmara

Eugénia Infante da Câmara (Lisboa, 9 a viz Ebrel 1837Rio de Janeiro, 28 a viz Mae 1874) a oa un aktourez portugalat ha brazilian, ur varzhez, ur skrivagnerez pezhioù-c'hoari hag un droourez.

Ganet e oa e Lisboa e 1837. E 1859, da 22 vloaz, e tegouezhas e Rio de Janeiro gant ar gompagnunezh c'hoariva renet gant Furtado Coelho, he serc'heg . C'hoari a reas eno, er bloavezh-se en-eeun, er Ginásio Dramático.

E [[1863] ez eas gant kompagnunezh Eugênia da Recife, ha c'hoari a reas eno en Teatro Santa Isabel. E 1866 e teuas da vout serc'h Antônio Frederico de Castro Alves. E 1867 e veve gant ar barzh e Barro, hag e miz Mae ez ejont da Vahia.

E miz Genver 1868 e lestras Castro Alves hag Eugénia da vont da Rio de Janeiro. E dibenn ar bloaz-se e savas dizemglev etreze, ma tispartijont.

Film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er film Vendaval Maravilhoso, renet gant José Leitão de Barros e 1949, e oa c'hoariet Eugénia Câmara gant ar ganerez hag aktourez Amália Rodrigues[1].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) IMDB Logo 2016.svg