Mont d’an endalc’had

Antônio Frederico de Castro Alves

Eus Wikipedia
Antônio Frederico de Castro Alves
Poltred José Antônio da Silva Castro (1792-1844), tad-kozh da g-Castro Alves, a en em gannas e 1821-1823 da goulz Seziz Salvador.

Antônio Frederico de Castro Alves, ganet e Curralinho (adanvet "Castro Alves" e 1900), Cachoeira, Bahia, e 1847 ha marvet en Rio de Janeiro e 1871), zo ur barzh romantel ha republikan brazilian eus an XIXvet kantved, hag a skrivas a-enep ar sklaverezh.

Mab e oa da Antônio José Alves, ur mezeg, ha da Clélia Brasília da Silva Castro, merc'h da José Antônio da Silva Castro (lesanvet "Periquitão"), a en em gannas e 1821-1823 da goulz Seziz Salvador.

En 1853 e voe skoliet e-barzh ar c'h-Colégio Sebrão, renet gant Abílio César Borges, Baron Macaúbas. Eno e teuas da vout mignon da Ruy Barbosa.

En 1862 e krogas gant studioù war ar Gwir e Skol-veur Recife. D'ar mare-se eo e stagas da skrivañ e varzhonegoù kentañ, Os Escravos hag A Cachoeira de Paulo Afonso.

E 1866 e varvas e dad. ur pennad goude e reas anaoudegezh gant an aktourez portugalat Eugénia Câmara a voe serc'h dezhañ

E 1867 e kuitaas Recife da zistreiñ da Bahía, ma skrivas Gonzaga. Alese ez eas da Rio de Janeiro, ma reas anaoudegezh gant José de Alencar, Francisco Otaviano ha Machado de Assis.

Diwezhatoc'h ez eas da chom da São Paulo ma en em vode politikourien ha skrivagnerien a bouez, evel Rui Barbosa, Joaquim Nabuco, Rodrigues Alves, Afonso Pena ha Bias Fortes.

E deroù liz Du 1868 e oa aet da chaseal e trowardroioù kêr, pa voe gloazet e droad gant un tenn, ma voe ranket troc'hañ e droad kleiz outañ.


Barzhoniezh
  • 1870 Espumas Flutuantes.
C'hoariva
Barzhoniezh

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.