Etrestagenn
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen etrestagenn (saoz: interposition) evit komz eus ur adstagenn (saoz. adposition) lec'hiet e-kreiz ar renadenn daoubleg ma ra dave outi, da skouer:
An diforc'h nemetañ etre an adstagennoù disheñvel eo ar resis ma vezont implijet e-keñver ar renadenn ma reont dave outi ha peuzheñvel eo o arc'hwel a-hend-all.
Implijet e oa bet an nevezc'her-mañ e galleg dindan ar stumm "interposition" gant Ludo Melis e 2003 en e bennad embannet e De la grammaire des formes à la grammaire du sens (Tübingen: Niemeyer) gantañ da ditl: “La préposition en interposition”.