Estry
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Estry | ||
---|---|---|
![]() An ivinenn. | ||
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Normandi | |
Departamant | Calvados | |
Arondisamant | Vire | |
Kanton | Condé-sur-Noireau | |
Kod kumun | 14253 | |
Kod post | 14410 | |
Maer Amzer gefridi | Gilbert Louis 2014-2015 | |
Etrekumuniezh | Communauté de communes du canton de Vassy | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | ann. (2019)[1] | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 143 m — brasañ 245 m | |
Gorread | 10,75 km² | |
Lec'hiadur | ||
kemmañ ![]() |
Estry a oa ur gêriadenn hag ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall.
Bodet e oa gant 13 kumun all d'ar 1añ a viz Genver 2016 d'ober ur gumun nevez: Valdallière.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe ur skol foran paotred ha merc'hed gant Jacques Olivier, ur bourc'hiz eus Versailhez[4].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- trizek den nann-soudard a varvas en Estry abalamour d'ar brezel, unan anezhe e miz Meurzh, seizh e miz Eost e-pad Emgann Normandi (unan anezhe a voe lazhet gant an Alamaned), tri e miz Gwengolo, gant ur babig en o mesk, unan e miz Here hag unan e miz Kerzu, ur plac'hig bet lazhet gant un darzhadenn; eizh a varvas abalamour d'ar bombezadegoù bet graet e penn-kentañ miz Eost[5];
- Oberadenn Bluecoat: tapet dre sourpren e voe an Alamaned gant tagadenn ar Vreizhveuriz e penn-kentañ miz Eost. Diwar goulenn ar Jeneral Eberbach, penn ar Panzer-Gruppe West e teuas an 9vet SS Panzer-Division Hohenstaufen gant herr d'en em lakaat e tu-kleiz ar 21añ Panzer-Division e bro Vire e noz an 2 evit klask miret ouzh an dagadenn gant tankoù ar Rouantelezh-Unanet. E-doug an devezh ez eas tankoù ar Guards Division dober un tamm gweladenn betek Estry. Graet e voe un enep-tagadenn gant an Alamaned an deiz war-lerc'h hag an 11vet Armoured Division a rankas kilañ e kreisteiz Le Bény-Bocage. En hevelep devezh e voe taget Estry gant ar 2nd Irish Guards hag ar 5th Coldstream Guards met kazeg a rejont: kollet e voe tro pemzek tank Sherman gante abalamour d'un tank Panther. Dre ma rankas ar 21añ Panzer-Division mont d'ober kefridi all e rankas 9vet SS Panzer-Division Hohenstaufen sevel un linenn difenn nevez. D'ar 5 e kilas an Alamaned adarre hag e treuzjont Estry didan ur ganolierezh stank. Gwashoc'h e teuas an traoù evit an Alamaned pa voe tennet unanadoù eus an 9vet SS Panzer-Division Hohenstaufen kuit eus an talbenn evit prientiñ an dagadenn davet Mortain. D'an 8 e voe kanoliataet Estry gant an Alamaned evit miret ouzh ar Gevredidi dont tre er vourc'h. Ur wrzh c'hwitet o zaol gant an Alamaned a-enep Mortain (Oberadenn Lüttich) e c'hortoze ar 7vet Lu Alaman an urzh kilañ evit chom hep bout distrujet razh. D'an 13 en em gavas tirlu SUA drek d'an 9vet SS Panzer-Division Hohenstaufen. An Alamaned a gilas hag ar wastadourion a zilezas Estry[6].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur pikol ivinenn, tro 1600 vloaz dezhi, er vered[7].
- Iliz katolik Intron-Varia, XIXvet kantved[8] gant bezioù enni[9].
- Maner, XVIIIvet kantved.
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Er blasenn veur, dirak ar maerdi, peulvan King's Own Scottish Borderers, 1st Battalion King's eus 9vet Brigadenn, 3e Rannlu Troadegiezh, bet kemeret perzh gante e dieubidigezh ar gumun e miz Eost 1944[6].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dezougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Endro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs 1962-2010[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2014 | Kerzu 2015 | Gilbert Louis | ||
Meurzh 2008 | Meurzh 2014 | Didier Renouf | digostezenn | Kelennour |
Meurzh 2001 | Meurzh 2008 | Michel Enguehard | digostezenn | Retredad eus ar Post |
1974 | Meurzh 2001 | Gérard Bechet | digostezenn | Labourer-douar |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha dave[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Albert Dauzat ha Charles Rostaing, Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France, Embannadurioù Larousse, Pariz, Bro-C'hall, 1963
- ↑ René Lepelley, Dictionnaire étymologique des noms de communes de Normandie, Embannadurioù Charles Corlet, Condé-sur-Noireau, Bro-C'hall, 1996, ISBN 2-95480-455-4, pajenn 113
- ↑ Arcisse de Caumont, Statistique monumentale du Calvados, Arrondissements de Vire et de Bayeux, Embannadurioù Hardel, Caen, 1857, Levrenn 3, pajenn 57
- ↑ Mémorial des victimes civiles en Normandie
- ↑ 6,0 ha6,1 Normandie 44 - La Mémoire
- ↑ Arcisse de Caumont, Statistique monumentale du Calvados, Arrondissements de Vire et de Bayeux, Embannadurioù Hardel, Caen, 1857, Levrenn 3, pajenn 56
- ↑ Clochers de France
- ↑ Arcisse de Caumont, Statistique monumentale du Calvados, Arrondissements de Vire et de Bayeux, Embannadurioù Hardel, Caen, 1857, Levrenn 3, pajennoù 55 ha 56
- ↑ EBSSA