Mont d’an endalc’had

Erik

Eus Wikipedia

Erik zo un anv-bihan svedek roet d'ar baotred. Derivet eo eus an norseg Eiríkr (distaget ˈɛiˌriːkz̠). Dont a ra an anv-badez eus sant Erik a Sveden, marvet d'an 18 a viz Mae 1160. Lidet e vez Sant Erik d'an 18 a viz Mae eta.

Stummoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Erik eo ar stumm implijet en holl Fennoskandia, en Izelvroioù hag en Amerika ar Su. E Norvegia e vez implijet ivez ar stumm kozh Eirik (ˈæ̂ɪrɪk) [1] Ar stumm modern islandek eo Eiríkur (ˈeiːˌriːkʏr̥),[2][3][4] e lec'h m'eo Eirikur ar stumm faeroek.

Eric eo ar stumm saoznek. Deuet eo an anv norsek-se abred en istor Bro-Saoz abalamour da vestroni ar Vikinged ha goude-se an Daned war ar vro etre 793 ha 1066. E galleg avat e teu ar stumm Éric war-eeun eus an anv svedek. En Alamagn, Eric, Erik hag Erich a vez implijet gant an dud[5], met Erich ne zeu ket eus ar svedeg, ur stumm kozh en alamaneg uhel kozh hag e saksoneg kozh eo[6].

Erik eo ar stumm paotañ er broioù slavek, met Eryk zo ivez e Polonia. E Rusia e kaver ar stummoù Э́йрик (Éyrik) pe Э́рик (Érik), skrivet Е́рік (Érik) en Ukraina.

Yezhoù all :

  • Eerik e finneg hag estoneg
  • Ēriks e latveg
  • Erikas e lituaneg[7][8][9]
  • Euricus e latin
  • Ερίκος (Eríkos) pe Ερρίκος (Erríkos) e gresianeg (distaget eˈri.kos)
  • Erico en italianeg
  • Érico e portugaleg
  • Ерік (Erik) e Kazakhstan

Erika hag Erica eo ar stummoù benel. Erić zo un anv-tiegezh serbek.

Poltred Erik ar Ruz tennet eus Gronlandia gant Arngrímur Jónsson (1688).

Notannoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. E miz Du 2008 e oa 20 000 paotr anvet Erik e Norvegia (tro-dro 0,9% eus an holl Norvegiz) ha 13 000 anvet Eirik (0.8%). Mammenn: Statistics Norway, http://www.ssb.no/navn/)
  2. Behind The Name
  3. Etymology Online
  4. United States Social Security Database
  5. Gesellschaft für deutsche Sprache (GfdS): Beliebteste Vornamen. Gfds.de. Tapet d'ar 1 a viz C'hwevrer 2013.
  6. (de) Geriadur an anvioù-tiegezh alaman, Gerdarzh Ehrich. e namenforschung.net, 5/3/2021.
  7. Eryk, behindthename.com
  8. Ēriks, behindthename.com
  9. Erikas, behindthename.com