Erik XIV
Neuz
Erik XIV (1533-1577) a voe roue Sveden etre 1560 ha 1568. Mab e oa da Gustav Vasa ha d'ar briñsez alaman Katarina von Sachsen-Lauenburg.
Ren a reas war-lerc'h e dad. En em sevel a reas e zaou hantervreur, Johan III ha Karl IX, a-enep dezhañ.
Dimeziñ a reas e miz Gouere 1567 da Karin Månsdotter (1550–1612).
Mervel a reas Erik e 1577, ampoezonet gant e vreur Johan III, moarvat, e kastell Örbyhus, e proviñs Uppland.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur pezh-c'hoari "Erik XIV" zo bet skrivet gant August Strindberg.