Mont d’an endalc’had

Erik ar Ruz

Eus Wikipedia

Erik ar Ruz (e norseg Eiríkr Rauði) a oa o vevañ, moarvat, etre 950 ha 1003. Eus Norvegia e oa genidik. Eiríkr Þorvaldsson e oa e anv gwir, da lavaret eo Eiríkr mab Þorvaldr, diwar anv e dad Þorvaldr Ásvaldsson, met lesanvet e voe Erik ar Ruz, abalamour d’e vlev ruz.

Erik ar Ruz

War-dro 960 e voe harluet tad Erik eus Norvegia, "abalamour d’ur muntr", evel ma konter e Saga Erik ar Ruz. Mont a reas d’ober e annez war aod Island, en un drevadenn viking. C’hoarvezout a reas heñvel gant e vab, Erik, a rankas kuitaat Island, war-dro ar bloavezh 982, abalamour da veur a vuntr. Lazhet en doa, hervez ar Saga, daou vab d’e amezeg. Ur wech kondaonet d’an harlu, e tivizas Erik, gant un nebeud tud ouzh e heul, mont da ouel war-zu ar c’hornôg, war glask an douar a vije bet kavet tost da gant vloaz abretoc’h gant un den anvet Gunnbjörn Úlfsson, pa oa bet kaset pell eus Island gant ar gwallamzer. Tizhout a rejont aodoù Greunland war-dro 982, hag eno e voe kavet ganto e oa heñvel ar vro ouzh Norvegia. Hervez Saga Erik ar Ruz e tremenjont tri bloavezh eno, oc’h ergerzhet an aodoù. Pa zistroas Erik da Island e 985, goude dibenn e amzer en harlu, e kontas d’an holl en doa kavet ur Vro C’hlas (alese an anv Grønland, bro c’hlas er yezhoù skandinavek, en deus roet ar brezhoneg Greunland).

A-ratozh en doa roet Erik ar Ruz un anv e-giz-se d’an douar kavet gantañ. Evel m’en displegas e-unan : "an dud o defe kalz muioc’h a c’hoant da vont di ma vefe un anv hoalus gant ar vro." Hag evit gwir e teuas a-benn da lakaat kalz a dud da vont en-dro gantañ, tud o oa o vevañ war douaroù paour Island. Pemp bag warn-ugent a yeas kuit gantañ, ur 450 den bennak war o bourzh, ha pevarzek bag a erruas e Greunland (lod eus ar re all a zistroas war o giz tra ma voe kollet re all er mor).

Div drevadenn a voe savet ganto war aod Greunland, an eil anvet Eystribyggð [kêr ar reter, e-kichen Narsarsuaq bremañ), hag eben anvet Vestribyggð (kêr ar c’hornôg, e-kichen Nuuk). Ne oa nemet en daou lec’h-se e oa tu da labourat an douar, evit gwir. E-pad an hañv, pa oa brav a-walc’h an amzer evit gellout mont dre ar vro, e veze chaseet ganto, a-benn tapout reuniged, koleoù-mor pe balumed war an aod. Aotrou an div drevadenn e oa Erik ar Ruz, un aotrou doujet ha pinvidik. Kreskiñ a reas tamm-ha-tamm an niver a annezidi a oa en trevadennoù, gant tud all o tont eus Island. En em astenn a reas an tiez a-hed ar fojrd anvet diwar anv Erik ar Ruz, Eriksfjord. Sevel a reas niver an drevadennerien betek 3000. Ur strollad tud a erruas er bloavezh 1002 a zegasas ur c’hleñved red avat, ha kalz a dud a varvas e-pad ar goañv war-lerc'h, Erik ar Ruz en o zouez.

E vab Leifr Eiríksson e voe ar Viking kentañ o vont betek kevandir Amerika, anvet Vinland gantañ (bro ar gwiniegi). Kuitaat a reas Greunland er bloavezh a-raok marv e dad, da verdeiñ pelloc’h war-zu ar su.

An trevadennoù a gendalc’has da vleuniañ, daoust da reuz ar c’hleñved. Dont a reas an diskar kalz diwezhatoc’h, war-dro dibenn ar XIVvet kantved, nebeut amzer a-raok da Gristol Goulm erruout en Amerika, pemp kant vloaz war-lerc’h Leif Eiríksson. Meur a abeg zo d’an diskar-se : dilezet e oa bet an drevadennerien gant Norvegia, yenaet e oa an hin, brezelioùigoù a oa etre an drevadennerien hag an Inuit.