Erik X

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Erik Knutsson, ganet war-dro 1180 ha marvet d'an 10 a viz Ebrel 1216, a voe roue Sveden adal 1208 betek e varv.

Ne vane nemetañ eus pevar mab Knut Eriksson. Goude drouklazhet e dri breur en Älgarås e miz Du 1205 e tec'has da Norge. Pa zistroas goude tri bloavezh harlu e voe trec'h d'an 31 a viz Genver 1208 e Kungslena er Västergötland, war un armead Daned a roe skoaz d'e gevezer Sverker ar Yaouankañ hag a oa renet gant mibien Sune.

Tec'hel a reas Sverker da Vro-Danmark gant an arc'heskob Valerius, eus Upsal , hag eskibien Skara ha Linköping a c'houlennas skoazell ar pab Inosant III. Daoust d'ar gour drouz da vezañ ezkumunuget e nac'has Erik plegañ.