Enez Gough
Enez Gough zo un enezenn en enezeg Tristan da Cunha e Meurvor Atlantel ar Su. Anavezet eo ivez e portugaleg evel Gonçalo Alvares, ar moraer portugalat hec'h anavezas da gentañ, e 1505 pe 1506. A-benn ar fin eo anv ur moraer all, ar Saoz Charles Gough, a deuas diwezhatoc'h, a zo bet roet dezhi er yezhoù arall. War roll glad an Unesco eo bet lakaet abalamour d'ar pinvidik ma'z eo an natur eno.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un enezenn danveneziek eo, 35 km² dezhi, ha sevel a ra betek 900 m a-us d'ar mor. Emañ 400 km er gevred da inizi all enezeg Tristan da Cunha, 2 700 km eus Ar C'hab, ha 3 200 km eus an tostañ lec'h eus Amerika ar Su.
En-dro dezhi ez eus inizi bihan ha kerreg evel Southwest Island, Saddle Island er su dezhi, Tristiana Rock, Isolda Rock er c'hornôg, Round Island, Cone Island, Lot's Wife, Church Rock en norzh, Penguin Island er biz, ha The Admirals er reter.
Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stag eo ouzh Tristan da Cunha, a zo un darn eus tiriad tramor Saint Helena, Ascension ha Tristan da Cunha, un tiriad tramor eus ar Rouantelezh-Unanet. Didud eo, war-bouez un toullad hinourien a Suafrika a vez dalc'het en enezenn abaoe 1956. Ral eo an douaroù ken distro gant tud dizehan enne.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tristan da Cunha | Inaccessible Island | Inizi an Eostig (Enez an Eostig | Middle Island | Enez Stoltenhoff) | Enez Gough |