En nos vertes années
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
En nos vertes années ("E-pad hon bloavezhioù glas") zo ur romant gant Robert Merle e 1979, anezhañ eil levrenn an heuliad istorel Fortune de France, savet diwar-benn ar brezelioù relijion.
Diverradenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kontañ a ra ar romant ar bloavezhioù 1566 ha 1567 e buhez Pierre de Siorac, hag e studi war ar medisinerezh.
Goude ur veaj e kreisteiz Bro-C'hall, o welout kêrioù evel Besièrs, Caors, Montalban pe Toloza, ec'h erru Pierre de Siorac, e vreur Samson hag e waz Miroul e Montpelhièr evit kregiñ gant e studi. E-pad ar bloavezh-mañ en em gav Pierre de Siorac gant Guillaume Ronsard, Jacques Salomon d'Assas hag Antoine de Saporta, e gelennerien ; dont a ra de vezañ kamarad kleiz Marie de Batarnay, gwreg al letanant-meur Guillaume de Joyeuse ha mamm Anne de Joyeuse (a zeuio da vezañ mignon Herri III) a-raok rankout mont kuit eus Montpelhièr en abeg d'an emsavadegoù a-enep an Hugunoded. Gwelout a ra ar Michelade e Nîmes d'an 29 a viz Gwengolo 1567 hag a-benn ar fin e sikouro Jean de Montcalm hag e kouezho e karantez gant merc'h hemañ, Angelina.
Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù. |