Mont d’an endalc’had

Mignon (istor)

Eus Wikipedia
Jacques d'Albon,
mignon da Herri II. En amzer-se ne oa ket gwall vrud d'an anv c'hoazh
Herri, dug Anjev (1570)
Plijout a rae dezhañ an dilhad brav, pezh ne oa ket arouez ar gour nag an nerzh, vertuz uhelañ an noblañsed brezelgar

Mignoned a veze graet er XVIvet kantved eus kileed an noblañsed uhel. Adalek amzer ar roue gall Herri III (1551-1589) e vo roet ur ster all d'ar ger, damveneg gantañ eus sodomiezh. En amzer-se e krogas gwazed yaouank al lez da gemer doareoù a lakae ar bobl da c'hoarzhin. Abaoe an XIXvet kanved e vez graet an anv-se eus mignoned ar roue Herri III.

Kavet e vez ar ger e pezhioù-c'hoari Shakespeare, skrivet "minion".

Mignoned flut

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mignoned fled, pe mignoned flut, a c'haller lavarout eus ar 'mignons de couchette', hervez troienn Brantôme da ober anv eus mignoned ar roue Charlez VIII. Pa veze gwelet mat un den gant ar roue e veze roet dezhañ an enor da gousket e kambr ar roue. Evel-se e veze trugarekaet ar fealañ servijourien. En amzer an Azginivelezh eo ul lec'h sakr e oa kambr ar roue, ha gallout kousket enni pa veze ar roue - letanant Doue war an douar - a oa ar pal da dizhout da dud al lez.

Herri II, roue Bro-C'hall a c'hoarie gant an doare-se da ziskouez piv a blije pe a zisplije dezhañ. Meur a wech e pedas Anne de Montmorency da gousket gantañ en e wele, brasat enor. Feuket-bras e veze ar gannaded estren o klevout kement-se, met kustumiñ a raent o soñjal e oa gwall zibalamour doareoù al lez c'hall.

Dre youl Henri II ha hini Henri III dreist-holl ez eas doareoù al lez war strishaat. N'halled ket mont e kambr ar roue ken aes evel gwechall ken. Ul lec'h sakr e oa deuet da vezañ, ha gwarizi a oa ouzh an dud aotreet da vont e-barzh. Se zo kaoz e veze graet goap viloc'h ouzh ar vignoned-flut e dibenn ar XVIvet kantved.

Mignoned Herri III

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En amzer Herri III e klaske gwazed yaouank al lez c'hall en em wiskañ kran, kement ha ken bihan ma spontent ar vourc'hizien onest. Evit ober evel ar roue en em stipent, e rodellent o blev, e lakaent poultr war o dremm. Ouzhpenn-se e tougent boukloù-skouarn, dantelezh, frezennoù ampezet. Goap a veze graet outo gant ar bobl rak betek neuze ne veze el lez nemet gwazed kreñv prest da vont d'an emgann.

PE-touez mignoned ar roue e oa :



Ludresadenn Mignoned, e 1605 en L'Isle des Hermaphrodites gant Thomas Artus.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Nicolas Le Roux, La faveur du roi, Mignons et courtisans au temps des derniers Valois (vers 1547-vers 1589), Seysse, Champ Vallon, 2001.
  • Monique Chatenet, La cour de France au XVI siècle, vie sociale et architecture, 2002, Picard