Frezenn


Ur frezenn zo ur seurt kolier danvez a veze en-dro da c'houzoug gwazed ha maouezed an noblañs er XVIvet kantved. Dantelezhet e veze alies. Dont a ra ar ger eus an anv gallek fraise, hogen n'eo ket eus ar frouezh, ar sivi, met eus anv bouzellenn al leue.
Ar frezenn er XVIvet kantved.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Da gentañ e oa plegoù bihan ouzh bord, pe erien, kolier ar rochedoù ha hivizoù . Er bloavezhioù 1530 e savas ar c'holier da c'holeiñ ar bruched hag ar gouzoug.
- Dont a ra ar frezenn eus ar plegoù a veze graet da vord ar rochedoù ha hivizhoù. Munud eus ur poltred eus Frañsez Iañ gant Jean Clouet (Mirdi al Louvre).
- Poltred ar rouanez Caterina de' Medici. Bord hiviz ar rouanez a dap betek dindan he groñj, met n'eo ket ur frezenn da vat c'hoazh rak n'eo ket ingal ar godronoù (war-dro 1555).
Er bloavezhioù 1560[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er bloavezhioù 1560 eo e teuas ar frezenn war wel. Aozet e oa gant godronoù ingal, ha distag e oa eus ar roched. Uhelaat a ra adalek ar gerc'henn ha ledanaat. An darn vrasañ eus ar maouezed a laka ar frezenn war ur c'holierig.
- Poltred Antoine de Bourbon, ar frezenn a deu e-maez ar c'holier
- Poltred Frañsez II (Bro-C'hall), e frezenn war e golier
- Poltred Erik XIV (1533-1577), roue Sveden
- Poltred Charlez IX
- Poltred Louis de Bourbon, 1añ priñs Condé. Heñvel eo e frezenn ouzh re protestanted Europa an Hanternoz.
- Poltred un denjentil alaman, gant Ludger Tom Ring ar Yaouankañ
- Poltred Felipe II
- Poltred Caterina de' Medici
Er bloavezhioù 1570[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Giz ar frezenn a vo goapaet e-pad ur charivari e foar Saint Germain en C'hwevrer 1579 : studierien a zibuno er straed, gwisket gant pikoloù frezennoù paper gwenn, hag o huchal : À la fraise on reconnaît le veau ! ("Diouzh ar frezenn ec'h anavezer al leue !") [1].
- Poltred Herri, dug Anjev
- Poltred Herri Iañ Guise
- Poltred Elesbed Aostria (1554-1592), rouanez Bro-C'hall
- Poltred François, dug Alençon
- Poltred Charlez IX, gant ur frezenn dantelezhet aux godrons échancrés
- Poltred Marc'harid Bro-C'hall (1553-1615)
- Poltred Robert Dudley
- Poltred Willem Iañ Oranje-Nassau
Er bloavezhioù 1580[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er bloavezhioù 1580 ne voe ket nemeur a gemmoù er frezenn.
- Walter Raleigh, poltredet gant Nicholas_Hilliard
- Henry Unton, gant ur poltredour dianav.
- Herri, Dug Guise.
E deroù ar XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En Spagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kenderc'hel a ra giz ar frezenn, hag uhel mat-eo .
- Poltred Felipe III, Roue Spagn.
- Poltred Ambrosio Spinola
- Poltred Maria Anna Aostria, Impalaerez santel, gant Diego Velázquez
- Poltred Isabel de Bourbon, Rouanez Spagn, ha Rouanez Portugal .
- Soudard spagnol war-dro 1620.
En Flandrez hag en Italia, dindan levezon Spagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En Izelvroioù e vo douget ar frezenn betek kreiz ar XVIIvet kantved .
Alessandro Farnese, dug Parma,
Poltred gant Otto van Veen (war-dro 1585).Poltred un den war-dro tregont vloaz, gant Frans Hals.
Munudenn eus De magere compagnie, gant Frans Hals.
- Poltred Maria de' Medici, gant Pietro Facchetti (war-dro 1530-1619)
- Poltred Elena Grimaldi
- Poltred an infantez Isabel Clara Eugenia, gant Rubens. Poltredoù all anezhi gant frezennoù a bep seurt a weler er pennad dediet dezhi.
- Poltred Frans Snyders hag e wreg
- Poltred Johanna Le Maire
- Poltred Margaretha de Geer, pried da Jacob Trip, gant Nicolaes Maes. Mirdi Arzoù Kaer Budapest.
- Un tiegezh, gant Jakob Jordaens.
En Alamagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Maria Anna Bavaria (1574-1616) . Poltred gant Joseph Heintz an Henañ
Johannes Kepler, e 1610. Dianav eo anv al livour.
Friedrich V (1596–1632), Dilenner Pfalz.
En Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar roue Loeiz XIII, e 1617, gant Daniel Dumonstier
En XVIIIvet kantved ha goude[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Poltred ar pastor Bernhard Klefeker, gant Friedrich Carl Gröger (1766-1831).
Poltred Girolamo Buonaparte (1784-1860).
Werner von Melle, bourkmestr Hamburg (1905)
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Almanach des Français, traditions et variations 1994, p. 107