Mont d’an endalc’had

Emmanuel Svob

Eus Wikipedia
Emmanuel Svob
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBro-C'hall Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denEmmanuel Svob Kemmañ
Anv-bihanEmmanuel Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 Mez 1874 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNaoned Kemmañ
Deiziad ar marv28 Mae 1946 Kemmañ
Lec'h ar marvAn Oriant Kemmañ
Lec'h douaridigezhbered Kerentrech Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Kargmaer An Oriant, maer An Oriant, maer An Oriant Kemmañ
Strollad politikelSFIO Kemmañ

Emmanuel Svob (Naoned, 5 Mezheven 1874 - An Oriant, 28 Mae 1946) a voe maer an Oriant dre deir gwech.

Genidik e oa eus Naoned ha dont a reas d'an Oriant da labourat en ur vravigerezh.

Sevel a reas ur gevelouri kerkent ha 1913, ha bodañ a reas tud en-dro dezhañ evit sevel an Union Coopérative Lorientaise. E penn ar gevelouri-se e voe e-pad ur pennad.
E 1919 e voe dilennet er c'huzul-kêr ; goude bezañ kuzulier en tu-enep e teuas da vezañ maer e miz Mae 1925. Koll a reas e garg e 1929, met adkavout a reas anezhi e miz Mae 1935. D'ar 27 a viz Genver 1941 e roas e zilez a vaer hag a guzulier-kêr[1], dre ma ne felle ket dezhañ touiñ fealded d'ar marichal Philippe Pétain ha da renad Vichy. Anvet e voe ur c'huzul-kêr hag ur maer nevez, kemer a rejont o c'harg d'an 2 a viz Ebrel[1].

Maer e voe adarre eus ar 1añ a viz Gwengolo 1944 da viz Ebrel 1946. D'ar mare-se ivez e oa kuzulier e kanton an Oriant-Kreiz. Reiñ a reas e zilez eus e gargoù e 1946 peogwir e oa klañv-bras ha mervel a reas miz war-lerc'h.

Ur merour mat e voe, ha dindan e ren evel maer e voe kaset meur a dra war-raok en Oriant : lakaat a reas prenañ maner Soe e Plañvour gant ar gumun evit degemer bugale skolioù an Oriant en o amzer vak, hag e 1936 e voe digoret un herberc'h yaouankiz er maner-se ; lakaat a reas sevel gar ar c'hirri-boutin er vali Chazelles. Da vare e respetad kentañ, e 1927, e voe digoret porzh-pesketa Kerroman.

Beziet eo e Bered Kerentrech, en Oriant.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha dave

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 48.