Mont d’an endalc’had

Emglev alaman-ha-latviat

Eus Wikipedia
Azezet, a-gleiz da zehoù  : Vilhelms Munters, maodiern Aferioù Diavaez Latvia, Joachim von Ribbentrop, maodiern Aferioù Diavaez Alamagn ha Karl Selter, maodiern Aferioù Diavaez Estonia

An Emglev alaman-ha-latviat (Feur-emglev da chom hep en em dagañ etre Alamagn ha Latvia, alamaneg : Deutsch-lettischer Nichtangriffsvertrag , latveg:Latvijas-Vācijas neuzbrukšanas līgums) a voe sinet evit dek vloaz d’ar 7 a viz Even 1939 (evel an Emglev alaman-hag-estoniat) etre Alamagn ha Latvia e Berlin (Alamagn). Eskemmet e voe ar peurwiriekadennoù e Berlin d’ar 24 a viz Gouhere 1939 e Berlin ha talvout a reas kerkent.

Enrollet e voe e dastumad an emglevioù gant Kevredigezh ar Broadoù d’an 12 a viz Eost 1939[1].

E balioù a oa mirout ouzh broioù ar C’hornôg hag ouzh an URSS a astenn o beli er vro ha kelc’hiañ Alamagn, ha mirout ivez ouzh an URSS a emellout er brezel da zont etre Alamagn ha Polonia[2].

  1. League of Nations Treaty Series, vol. 198, p. 106-109
  2. Crampton, Eastern Europe in the Twentieth Century and After, London/New york, Embannadurioù Routledge,1997, pajenn 105, isbn=0-415-16422-2|lenn en linenn [1]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]