Mont d’an endalc’had

Emglev alaman-hag-estoniat

Eus Wikipedia
Azezet, a-gleiz da zehoù  : Vilhelms Munters, maodiern Aferioù Diavaez Latvia, Joachim von Ribbentrop, maodiern Aferioù Diavaez Alamagn ha Karl Selter, maodiern Aferioù Diavaez Estonia
Joachim von Ribbentrop, maodiern Aferioù Diavaez Alamagn ha Karl Selter, maodiern Aferioù Diavaez Estonia

An Emglev alaman-hag-estoniat (Feur-emglev anargadiñ etre Alamagn hag Estonia, alamaneg : Nichtangriffsvertrag zwischen dem Deutschen Reich und der Republik Estland, estoneg : Mittekallaletungileping Saksa Riigi ja Eesti Vabariigi vahel) a voe sinet evit dek vloaz d’ar 7 a viz Even 1939 (evel an Emglev alaman-ha-latviat) etre an Trede Reich hag Estonia e Berlin (Alamagn). Eskemmet e voe ar peurwiriekadennoù e Berlin d’ar 24 a viz Gouhere 1939 e Berlin ha talvout a reas kerkent.

Enrollet e voe e dastumad an emglevioù gant Kevredigezh ar Broadoù d’an 12 a viz Eost 1939[1].

E balioù a oa mirout ouzh broioù ar C’hornôg hag ouzh an URSS a astenn o beli er vro ha kelc’hiañ Alamagn, ha mirout ivez ouzh an URSS a emellout er brezel da zont etre Alamagn ha Polonia[2].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha dave

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. League of Nations Treaty Series, vol. 198, pp.50-53
  2. Crampton, R. J. : Eastern Europe in the Twentieth Century and After, London/New york, Routledge,1997, pajenn 105 (ISBN 978-0-415-16423-8)Lenn en-linenn