Emgann Tanga
Neuz
| Emgann Tanga | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Tamm eus Brezel-bed kentañ | |||||||
| |||||||
| Emgannerien | |||||||
| Pennoù-brezel | |||||||
| Jeneral Arthur Aitken | Jeneral Paul von Lettow-Vorbeck Richard Meinertzhagen | ||||||
| Niver a emgannerien | |||||||
8000 | 1000 | ||||||
| Kolloù | |||||||
| 360 487 gloazet | 16 alaman 55 Askari | ||||||

Emgann Tanga, lesanvet Emgann ar gwenan[1], a oa bet ur c'hwitadenn veur gant un nerzh kas savet gant Indianed lu Rouantelezh-Unanet pe nerzh "B" dindan urzhioù ar Major Jeneral A.E. Aitken da aloubiñ Reter Afrika dindan beli Alamagn (Tanzania hiziv-an-deiz dreist-holl) e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Harpet e oa bet an nerzh-kas se gant un nerzh all "c" anezhi a voe talet ivez e menezioù Longido ul lodenn izel d'ar C'hilimanjaro.
Bez e voe ar c'hentañ emgann bras eus ar brezel e Reter Afrika. An nerzhioù Unanet kalz galloudusoc'h a voe riñset gant nerzhioù munut Alamagn savet gant Askari ha nebeut emezelidi trevadennel dindan urzhioù al Letanant Koronal Paul von Lettow-Vorbeck.
